Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/461

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
452
II. S. PER, III.

lubricite, tud hag ho doa en gwirionez tec’het diouz ar re a vev en diroll ; (19) o prometi dezhe al liberte, petra-benag ma’z int ho-unan esclav d’ar gorruption ; rag dond a rer da veza esclav d’an hini gant pehini e vezer bet trec’het. (20) Rag, mar deuont, goude beza tec’het euz a louzdoniou ar bed, dre an anaoudegez euz an Aotrou ha Salver Jesus-Christ, d’en em luya enhe a-nevez ha da veza trec’het ganthe, ar stad diveza euz an dud-se a zeu da veza gwassoc’h eged ar c’henta. (21) Rag gwell e vije bet dezhe n’ho divije ket anavezet hent ar justis, eged, goude beza anavezet anezhan, dond da drei kein d’ar gourc’hemen santel a oa bet roet dezhe. (22) Mes c’hoarvezet eo bet ganthe ar pez a lavar ar proverb gwirion-man : Ar c’hi a zo distroet d’he rechetaden, hag ar wiz, goude beza bet gwalc’het, a zo eat d’en em rullia er fank.


CHABISTR III.


BREUDEUR muia-karet, setu aman an eil lizer a scrivan deoc’h. Enhe ho daou e tihunan gant va c’helennadurez hoc’h intentamant vad ; (2) evit ma ho pezo sonj euz ar c’homzou a zo bet lavaret diaraog gant ar brofeted santel, hag euz hor gourc’hemen-ni, ebestel an Aotrou hag ar Zalver. (3) O c’houzout da-genta kement-man, penaos e teuio en deiziou diveza goaperien, pere a valeo hervez ho droug-ioulou ho-unan, (4) hag a lavaro : Peleac’h ema ar bromessa euz he zonedigez ? Rag abaoe ma’z eo maro hon tadou, an holl draou a choum evel ma oant adaleg ma’z eo bet crouet ar bed. (5) Rag a volontez-vad ec’h ignoront kement-man, penaos eo dre c’her Doue eo bet crouet an envou gwech-all, hag ez eo bet tennet ive diouz an dour, an douar pehini a veve dre an dour ; (6) ha penaos eo dre an traou-ze e perissaz ar bed euz an amzer-ze, beuzet dindan an dour. (7) Hogen, an envou hag an douar a-vreman a zo diwallet dre ar memeus ger, ha reservet evit an tan, en deiz ma vezo barnet ha kollet an dud impi. (8) Koulskoude, va breudeur muia-karet, arabad eo deoc’h choum heb anaoud eun dra : penaos dirag an Aotrou euz devez a zo evel mil bloaz, ha mil bloaz evel eun devez. (9) An Aotrou na laka ket he bromessa da zale, evel ma’z euz lod hag a gred e tale ; mes kemer a ra patianted en hor c’henver-ni, o veza na fell ket dezhan ez afe