Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/440

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
431
HEBREED, XII.

ar brofeted ; (33) pere, dre ar feiz, ho deuz trec’het rouantelezou, ho deuz rentet ar justis, ho deuz bet ar madou prometet, ho deuz serret ho genou d’al leoned, (34) ho deuz mouget nerz an tan, ho deuz tec’het diouz lem ar c’hleze, a zo bet pareet euz ho c’hlenvejou, a zo bet galloudec er brezel, ho deuz lakeat an armeou estranjour da dec’hel kuit. (35) Gragez ho deuz adkavet ho zud varo dre ar resurrection ; ha re all a zo bet merzeriet, pa ne felle ket dezhe beza delivret, evit gallout kaoud eur resurrection gwelloc’h ; (36) re all a zo bet amprouvet gant goaperezou ha skourjezou ; ha memeus dre chadennou ha dre brizon : (37) meinet int bet, eskennet int bet, amprouvet int bet, lazet int bet gant ar c’hleze, mond a reant aman hag a-hont, gwisket gant krec’hen denved ha krec’hen gevri, en dienez a bep tra, persecutet, ha gwall-dretet ; (38) (int euz a bere ar bed ne oa ket dign ;) o vale en dezertchou hag er meneziou, er c’havernou hag en toullou an douar. (39) Hag ar re-ze holl, o veza bet eun desteni vad dre ho feiz, n’ho deuz ket gallet kaoud ar madou prometet ; (40) rag Doue hen deuz pourveet eun dra-benag gwelloc’h evidomp-ni, evit na vijent ket rentet parfet hep-domp-ni.


CHABISTR XII.


EVEL-SE eta, pa’z eo gwir ez euz en-dro deomp eun niver ker braz a destou, o teuler kuit diouzomp pep beac’h hag ar pec’hed a zeu ken eazet d’hon luya, kendalc’homp da redec ar redadec a zo digor dirazomp ; (2) o terc’hel da zellet ouz Jesus, ar mestr hag ar peur-oberour euz ar feiz, pehini, oc’h ober fae var ar vêz, abalamour d’ar joa a oa kinniget dezhan, hen deuz gouzanvet ar groaz, hag ez eo azezet a-zeo da dron Doue. (3) Rag-se, considerit ervad an hini hen deuz gouzanvet eun hevelep enebiez a-berz ar bec’herien, evit ne gwezot ket, o lezel hoc’h eneou da zemplaad.

(4) C’houi n’hoc’h euz ket c’hoas stourmet beteg ar goad, o combatti a-enep ar pec’hed. (5) Hag hoc’h euz ankounac’heet an exhortation a zo bet roet deoc’h, evel da vugale : Va mab, na zisprij ket punition an Aotrou, ha na goll ket a gourach, pa zeu da repren ac’hanoud ; (6) rag an Aotrou a gastiz an hini a zo karet ganthan, hag a sko gant gwialennou var an hini a zo ana-