Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/424

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
415
HEBREED, I.

blas em liammou evit an Aviel. (14) Mes n’eo ket bet fellet d’in ober netra hep da ali, evit na vije ket ar vad a rez evidoun, evel eun dra dre fors, mes a volontez-vad. (15) Rag marteze n’eo bet dispartiet ouzid e-pad eur pennad amzer, nemed evit ma c’helljez hen kaoud a-nevez evit ato ; (16) n’e ket mui evel eun esclav, mes dreist eun esclav, evel eur breur karet meurbed ganen-me, ha muioc’h c’hoas ganez-te, hervez ar c’hig, hag hervez an Aotrou. (17) Mar kemerez eta ac’hanoun evel a-unan ganez, digemer anezhan eveld’oun-me va-unan. (18) Mar hen deuz great eur gaou-benag ouzid, pe mar tle eun dra-benag d’id, laka kement-se var va c’hount-me. (19) Me, Paol, a scriv kement-man d’id gant va dorn va-unan, hen paea a rin d’id, hep lavaret d’id ez oud da-unan em gle. (20) Ia, va breur, ra em bezo ar blijadur-ze diganez en Aotrou ; ro joausted d’am c’halon en Aotrou. (21) Scriva a ran d’id leun a fizians e senti ouzin, o c’houzoud ervad e ri zo-ken mui eged na lavaran. (22) Mes er memeus amzer prepar d’in eul lojeis, rag esperoud a ran e vezin rentet deoc’h dre ho pedennou.

(23) Epaphras, va c’hen-brizonier en Jesus-Christ, Marc, (24) Aristarkus, Demas, ha Lucas, va c’hen-labourerien, a zalud ac’hanoud.

(25) Gras hon Aotrou Jesus-Christ ra vezo gant ho spered ! Amen.


————


LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d'an
HEBREED.


————


CHABISTR I.


DOUE, goude beza gwechall komzet ouz hon tadou koz, alies hag e meur a zoare, dre ar brofeted, (2) hen deuz komzet ouzomp en deiziou diveza-man dre he Vab, pehini a zo bet lakeat ganthan da heritour euz an holl draou ; dre behini ive hen deuz great ar bed. (3) He-man, o veza ar skeuden euz he c’hloar, hag ar gwir henveledigez anezhan,