Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/417

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
408
II. TIMOTEUS, II.

abalamour d’ar re choazet, evit ma c’hellint ive kaoud ar zilvidigez a zo en Jesus-Christ, gant ar gloar eternel. (11) Gwir eo ar gomz-man : Mar marvomp assambles ganthan, e vevimp ive assambles ganthan. (12) Mar gouzanvomp assambles ganthan, e renimp ive assambles ganthan ; mar nac’homp anezhan, hen ive a nac’ho ac’hanomp ; (13) mar n’omp ket fidel, hen a choum fidel koulskoude ; na hell ket en em nac’h he-unan.

(14) Digas dezhe memor euz an traou-man, o testenia dezhe a-zevri dirag an Aotrou, e tleer diwall da zisput divarben komzou goullo, n’int mad nemed da goll ar re a zelaou anezhe. (15) Bez aketus d’en em diskouez evel eun den amprouvet dirag Doue, evel eul labourer divlam, o tispans gant eünder ar gomz a wirionez. (16) Mes diwall euz ar c’homzou dizantel ha vên ; rag ar re a zo techet dezhe a gwez ato muioc’h-mui en impiete ; (17) hag ho c’homz a zebro evel ar c’hangren. E niver ar re-ze ema Hymene ha Philet, (18) pere ho deuz troet kein d’ar wirionez, o lavaret penaos ar resurrection a zo dija c’hoarvezet, hag a ziskar evel-se feiz hinienou. (19) Koulskoude ar fondamant stard a Zoue a choum, o kaoud ar ziel-man : An Aotrou a anavez ar re a zo dezhan ; ha c’hoas ; Piou-benag a c’halv hano ar C’hrist, ra zilezo an injustis. (20) En eun ti braz n’euz ket hep-ken vesseliou aour hag arc’hant, mes ive vesseliou coat ha pri ; darn evit eun usach henorabl, darn all evit eun usach disteroc’h. (21) Mar deu unan-benag eta d’en em zerc’hel pur euz an traou-ze, e vezo eur vessel a henor, santifiet, talvoudec evit usach ar mestr, ha preparet evit peb oeuvr vad. (22) Tec’h ive ouz c’hoantadennou ar yaouankiz, ha klask ar justis, ar feiz, ar garantez hag ar peoc’h gant ar re a c’halv an Aotrou gant eur galon bur. (23) Ha taol kuit diouzid ar c’histionou foll, e pere n’euz deskadurez e-bed, o c’houzoud penaos e teu chican anezhe. (24) Hogen, arabad eo da zervicher an Aotrou karet an disput ; mes dous e tle beza e-kenver an holl, mad da gelen, leun a batianted ; (25) o lakaad gant dousder he adversourien en hent mad, o c’hortoz ma plijo gant Doue ho lakaad da gaoud keuz, ha da zond da anaoud ar wirionez, (26) evit en em diluya euz a bechou an diaoul, pehini ho dalc’h dindan-han pleget d’he volontez.