Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/416

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
407
II. TIMOTEUS, II.

(10) hag a zo bet discleriet breman dre zonedigez hor Zalver Jesus-Christ, pehini hen deuz distrujet ar maro, hag hen deuz rentet anat ar vuez hag an immortalite dre an Aviel, (11) evit pehini ez oun bet lakeat da brezeger, da abostol, ha da zoctor ar Jentiled. (12) Abalamour da ze ive eo e souffran an traou-man ; koulskoude n’em euz ket a vêz, rag gouzoud a ran en piou em euz credet, hag em euz an assurans penaos, dre he c’halloud, e viro beteg an deiz-ze ar pez em euz fiziet enhan. (13) Dalc’h mad er feiz hag er garantez a zo en Jesus-Christ, ar model euz an instructionou mad ec’h euz klevet ganen. (14) Mir, dre ar Spered-Santel pehini a ra he zemeurans enomp, an dra vad-se a zo bet roet d’id da ziwall.

(15) Gouzoud a rez ez oun bet dilezet gant ar re holl a zo en Azi, e-touez pere ema Phyjell hag Hermojen. (16) Doue da rei trugarez da famill Oneziphor ; rag alies hen deuz va c’honsolet, ha n’hen deuz ket bet a vez euz va chadennou. (17) Er c’hontrol, pa’z eo bet e Rom, hen deuz va c’hlasket gant kalz a boan, hag hen deuz va c’havet. (18) Ra zeui an Aotrou da rei dezhan ar c’hras da gaout trugarez digant an Aotrou en deiz-ze. Ha te a oar gwelloc’h eged den all e-bed, pegement eo bet util d’in en Ephesus.


CHABISTR II.


DEUZ eta, te, va mab, da grenvaad er c’hras a zo en Jesus-Christ. (2) Hag an traou ec’h euz klevet ganen, dirag kalz a destou, laka anezhe etre daouarn tud fidel, pere a vezo ive capabl d’ho diski d’ar re all. (3) Te eta, gouzanv ar poaniou evel eur zoudard mad da Jesus-Christ. (4) Den e-bed pa vez er brezel, na zeu d’en em luya gant traou ar vuez-man, evit plijoud d’an hini hen deuz he anrollet evit ar brezel. (5) Hag ive, mar deu unan-benag da gombatti er c’hourennadegou, ne vez curunet nemed combatet hen defe hervez al lezennou. (6) Red eo d’an tiec labourad, araog dastum ar frouez. (7) Taol evez ouz ar pez a lavaran, ha Doue da rei d’id skiant en pep tra.

(8) Dalc’h sonj euz a Jesus-Christ, savet a-douez ar re varo, ganet euz a raç David, hervez va Aviel, (9) evit pehini e souffran poan, beteg beza liammet evel eun torfetour, mes ger Doue n’eo ket liammet. (10) Kement-se a zo caoz ma c’houzanvan an holl draou