Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/415

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
406
II. TIMOTEUS, I.

zo bet fiziet enoud, oc’h en em virout diouz ar c’homzou didalvoudec ha dizantel, hag euz a zisputou eur skiant galvet evel-se en faoz ; (21) hinienou o veza heulliet ar skiant-se, ho deuz troet kein d’ar feiz.

Ra vezo ar c’hras ganez ! Amen.


————


EIL LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
da
DIMOTEUS.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ, dre volontez Doue, evit annons ar bromessa euz ar vuez a zo en Jesus-Christ, da Dimoteus, va mab muia-karet. (2) Gras, trugarez ha peoc’h aberz Doue an Tad, ha Jesus-Christ hon Aotrou !

(3) Trugarekaad a ran Doue pehini a zervichan gant eur goustians pur, evel ma ho deuz great va zadou, rag, noz-deiz, e ran memor ac’hanoud em fedennou, (4) o kaout sonj euz da zaelou, o kaoud eur c’hoant vraz da velet ac’hanoud, evit ma vezin karget a joa, (5) hag o terc’hel sonj euz ar feiz gwirion a zo enoud, hag a zo bet da genta en da vam-goz Loïsa, ha goude-ze en da vam Eunis, hag a zo enoud-de ive, me a zo sur-mad.

(6) Abalamour da ze me a zigas sonj d’id da vewaad a-nevez an donezon a Zoue a zo bet roet d’id pa astenniz va daouarn varnoud. (7) Rag Doue n’hen deuz ket roet deomp eur spered a abafder, mes eur spered a c’halloud, a garantez hag a furnez. (8) Dre-ze, diwall da gaoud mêz euz a desteni hon Aotrou, nag ac’hanoun-me, he brizonier ; mes gouzanv assambles ganen evit an Aviel, dre ar gailoud a Zoue, (9) pehini hen deuz hor zaveteet, hag hor galvet dre eur c’halvedigez zantel, nann hervez hon oberou, mes hervez he volontez he-unan, hag ar c’hras a zo bet roet deomp en Jesus-Christ araog an holl amzeriou,