Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/401

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
392
I. THESSALONIED, III.

(evel ma’z eo en gwirionez) Ger Doue, pehini a labour gant nerz enoc’h-c’houi pere a gred. (14) Rag c’houi, breudeur, a zo deuet da imita Ilizou Doue pere, er Jude, e zo er C’hrist Jesus ; ha gouzanvet hoc’h euz, a-berz tud ho pro, ar memeus traou evel an Ilizou-ze a-berz ar Judevien ; (15) pere ho deuz lakeat d’ar maro an Aotrou Jesus, hag ho frofeted ho-unan, hag ho deuz persecutet ac’hanomp, ha na blijont ket da Zoue, hag a zo adversourien d’an holl dud ; (16) pere a vir ouzomp prezeg d’ar Jentiled, evit ma vezint salvet, o leunia evel-se mui-ouz-mui ar muzul euz ho fec’hejou ; mes coler Doue a zo deuet varnezhe, evit lakaad eun termen da gement-se.

(17) Evidomp-ni, breudeur, o veza, abaoe eur pennad amzer, dispartiet ouzoc’h a gorf, mes nann a galon, hon euz bet seul-vui a c’hoant hag a brez d’ho kwelet a-nevez. (18) Dre-ze eo bet fellet deomp, d’in-me da vihana, Paol, mond d’ho pro eur vech ha zo-ken diou ; mes Satan hen deuz miret ouzomp kement-se. (19) Rag pehini eo hon esperans, pe hon joa, pe hon c’hurunen a c’hloar ? Ha n’eo ket c’houi ive, en prezans hon Aotrou Jesus-Christ, deiz he zonedigez ? (20) Ia, c’houi eo hor gloar, hag hon levenez.


CHABISTR III.


DRE-ZE, o veza na hellemp gortoz pelloc’h, eo bet gwelloc’h ganeomp choum hon-unan en Athen, (2) hag hon euz kasset Timoteus, hor breur, ministr da Zoue, hag hor c’hen-labourer en Aviel ar C’hrist, evit ho krenvaad, hag hoc’h exhorti divarben ho feiz ; (3) evit na deuio den da goll courach en afflictionou-man ; rag c’houi a oar hoc’h-unan penaos ez omp destinet da gement-se. (4) Ha, pa oamp ganeoc’h, e lavaremp deoc’h penaos e rankjemp kaoud afflictionou, ha kement-se a zo c’hoarvezet, her gouzoud a rit. (5) O veza eta ne hallen gortoz pelloc’h, e kassiz re all evit anaoud an doare euz ho feiz, gant aoun ne vec’h bet tromplet gant an tentatour, ha na vez eat hon labour da goll. (6) Mes Timoteus, o veza distroet, a-nevez zo, euz ho pro d’hor c’havoud, hen deuz digasset deomp kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez, hag hen deuz lavaret deomp e talc’hec’h bepred eur sonj vad ac’hanomp, gant c’hoant vraz d’hor gwelet, evel ma teziromp-ni ive ho kwelet. (7) Dre-ze, breudeur, ez