Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/400

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
391
I. THESSALONIED, II.

servicha an Doue beo ha gwirion, (10) hag evit gortoz euz an env he Vab, pehini a zo bet resussitet ganthan a-douez ar re varo, Jesus, pehini a zelivr ac’hanomp euz ar goler da zond.


CHABISTR II.


RAG c’houi hoc’h-unan a oar, breudeur, penaos hon donedigez en ho touez n’eo ket bet difrouez ; (2) mes, petra-benag ma hor boa souffret araog, ha ma oamp bet tretet gant outraj, evel ma ouzoc’h, en Philippos, hon deuz kemeret hardiegez en hon Doue, da brezeg deoc’h Aviel Doue e-kreiz combajou braz. (3) Rag en hor c’helennadurez n’ez euz bet nag errol, na digarez impur, na tromplerez. (4) Mes, evel ma’z omp bet kavet dign gant Doue da veza fiziet enomp an Aviel, evel-se e komzomp, nann evit plijoud d’an dud, mes da Zoue, pehini a amprouv hor c’halonou. (5) Rag n’hon euz biskoas impliet, evel ma ouzoc’h, komzou da c’hounid grasou-mad an dud, na great netra dre avaristed ; Doue a zo test a gement-se. (6) Ha n’hon euz ket klasket ar gloar a zeu euz an dud, nag en ho touez, nag e-touez ar re all ; petra-benag ma c’hellemp, evel ebestel Jesus-Christ, poueza gant otorite, (7) koulskoude, ez omp bet dous en ho touez. Evel ma teu eur vagerez tener da gemer sourci euz he bugale he-unan, (8) evel-se, leun a zourci evidoc’h, e karjemp beza roet deoc’h, n’e ket hep-ken Aviel Doue, mes ive hor buez hon-unan, abalamour ma hor boa evidoc’h eur garantez vraz. (9) Rag c’houi hoc’h euz sonj, breudeur, euz hon labour hag euz hon poan. En eur labourat noz-deiz, evit na deujemp da zamma hini ac’hanoc’h, eo hon euz prezeget deoc’h Aviel Doue. (10) C’houi a zo test, ha Doue ive, peger santel ha pegen just, ha pegen direbech ez omp en em gomportet en ho touez-c’houi, pere a gred ; (11) ha gouzoud a rit ez omp bet evit pep hini ac’hanoc’h, evel eun tad evit he vugale ; (12) oc’h exhorti ac’hanoc’h, o rei deoc’h courac’h, hag o pedi stard ac’hanoc’h da heuil eur vuez dign a Zoue, pehini a c’halv ac’hanoc’h d’he rouantelez ha d’he c’hloar.

(13) Abalamour da gement-man ive, e rentomp grasou da Zoue heb ehan, o veza, pa hoc’h euz recevet diganeomp Ger Doue pehini a brezegomp, ma hoc’h euz hen recevet, nann evel ger an dud, mes