Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/395

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
386
COLOSSIED, II.

amzeriou hag en holl oajou, mes a zo breman discleriet d’he zent ; (27) da bere eo bet plijet gant Doue rei da anaoud pegen pinvidic eo ar gloar euz ar myster-man e-touez ar Jentiled ; da lavaret eo : ar C’hrist enoc’h-hu, an esperans euz ar gloar. (28) Hen eo an hini a brezegomp, oc’h exhorti peb den, hag o teski peb den en peb furnez, evit renta peb den parfet en Jesus-Christ. (29) Evit se ive eo e labouran, o combatti dre he vertuz, pehini a labour nerzus enoun.


CHABISTR II.


RAG me a fell d’in e teufec’h da c’houzout pegen braz eo ar gombat em euz da zouten evidoc’h, hag evit ar breudeur a Laodicea, hag evit ar re holl n’ho deuz james va gwelet va-unan. (2) Evit ma vezo consolet ho c’halonou, hag unanet assambles er garantez, evit beza pinvidikeet euz a eun ententamant vad, evit anaoud myster Doue an Tad, hag ar C’hrist, (3) en pehini ema dastumet an holl denzoriou euz ar furnez hag euz ar skiant. (4) Kement-man a lavaran, evit na deui den d’ho trompla gant komzou kaer. (5) Rag, mar d’oun pell diouzoc’h a gorf, emoun prezant en ho touez a spered, leun a joa, o velet an urz vad en ho touez, hag ho feiz stard er C’hrist.

(6) Evel eta ma hoc’h euz recevet Jesus-Christ an Aotrou, baleit assambles ganthan, (7) o veza griziennet ha fontet enhan, ha krenveet er feiz, evel ma oc’h bet desket, o creski enhi, gant actionou a c’hras.

(8) Likit evez na zeufe den da c’hounid ac’hanoc’h dre philosophi ha touellerez goullo, hervez giz an dud, hervez kenta kenteliou ar bed, ha nann hervez ar C’hrist. (9) Rag enhan ema an holl leunder euz an divinite o choum en eur c’horf. (10) Ha c’houi hoc’h euz pep leunder enhan, pehini eo ar pen euz a bep princelez hag a bep galloud. (11) Enhan ive oc’h bet circonciset, gant eur circoncision great hep dorn ebed, en eur delivra ar c’horf euz a bec’hejou ar c’hig, rag honnes eo circoncision ar C’hrist ; (12) o veza bet sebeliet assambles ganthan er vadiziant ; enhan ive ez oc’h resussitet, dre ar feiz en galloud Doue, pehini hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo. (13) Ha pa oac’h maro en ho pec’hejou hag en ho kig dicirconcis, hen deuz ho tigasset d’ar vuez assambles ganthan, o veza pardonet deoc’h hoc’h holl bec’hejou. (14) Effacet hen deuz