Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/388

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
379
PHILIPPIED, II.

heb lealded, o sonjal creski va foan em liammou ; (17) mes ar re all her gra dre garantez, o c’houzout penaos ez oun lakeat evit difen an Aviel. (18) Ha fors a zo ? en pe feçon-benag ma vez, pe dre eur zeblant a garantez, pe en gwirionez, ar C’hrist a zo prezeget ; hag en em rejouissa a ran, hag en em rejouissa a rin c’hoas a gement-se. (19) Rag gouzoud a ran penaos kement-se, a droio d’am zilvidigez dre ho pedennou, ha dre ar zicour euz a Spered Jesus-Christ, (20) hervez ar pez a c’hortozan ferm, hag an esperans em euz penaos, na vezin ket mezekeet e tra e-bed, mes penaos, gant peb assurans, ar C’hrist pehini a zo bet a viskoas glorifiet em c’horf, a vezo c’hoas glorifiet breman, pe dre va buez, pe dre va maro. (21) Rag evidoun-me, ar C’hrist eo va buez, hag ar maro a zo eur c’hounidegez evidoun. (22) Hogen, na ouzon ket ha mad ez eo d’in, evit va labour, beva er c’hig, na petra a dlean c’hoantaad. (23) Rag gwasket oun a bep tu, o veza ma em euz c’hoant da guitaad ha da veza assambles gant ar C’hrist, ar pez a vefe kalz gwelloc’h d’in ; (24) a-hend-all talvoudussoc’h eo deoc’h e choumfen er c’hig. (25) Ha creden vad em euz e choumin, hag e rin va demeurans ganeoc’h holl, evit hoc’h avansamant hag ho choa er feiz, (26) evit ma ho pezo enoun, pa zistroin en ho touez, leac’h d’en em c’hlorifia en pep tra en Jesus-Christ.

(27) En em gomportit, da vihana, en eun doare dign euz a Aviel ar C’hrist, evit, pe e teuin d’ho kwelet, pe e vezin pell diouzoc’h, ma klevin lavaret ac’hanoc’h, penaos e choumit stard en eur memeus spered, o combatti gant eur memeus ene, evit ar feiz euz an Aviel, heb beza spountet e doare e-bed gant hoc’h enebourien, (28) ar pez a zo evithe eur zin anat a gollidigez ; mes evidoc’h eur zin a zilvidigez ; ha kement-se a-berz Doue ; (29) rag roet hen deuz deoc’h ar c’hras, abalamour d’ar C’hrist, n’e ket hep-ken da gridi enhan, mes ive da zouffr evithan, (30) o combatti ar memeus combat en pehini hoc’h euz gwelet ac’hanoun hag e klevit emoun c’hoas breman.


CHABISTR II.


MAR d’euz eta eur gonsolation-benag er C’hrist, eur soulajamant-benag er garantez, eur gommunion-benag er Spered, mar d’euz eur gompassion hag eun drugarez-be-