Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/387

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
(378)


LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’ar
PHILIPPIED.


————


CHABISTR I.


PAOL ha Timoteus, servicherien Jesus-Christ, d’an holl zent en Jesus-Christ, pere a zo en Philippos, d’an eskibien ha d’an diaconed : (2) Gras ha peoc’h deoc’h digant Doue hon Tad, ha digant Jesus-Christ hon Aotrou !

(3) Renta a ran grasou d’am Doue, ken alies ha ma teu sonj d’in ac’hanoc’h ; (4) o pedi evidoc’h holl bepred gant joa em holl bedennou, (5) abalamour d’ho karantez holl assambles evit an Aviel, abaoe an deiz kenta bete vreman ; (6) o kaoud ar greden ferm penaos an Hini hen deuz commanset an oeuvrvad-se enoc’h, a blijo ganthan he feur-ober bete deiz Jesus-Christ. (7) Ha dleet eo d’in kaoud ar zantimant-se ac’hanoo’h-hu holl, rag, em liammou, hag en difen hag er gonfirmation euz an Aviel, ez oc’h em c’halon, c’houi holl pere hoc’h euz lod ganen er c’hras a zo roet d’in. (8) Rag Doue a zo test d’in pegement e karan ac’hanoc’h holl a-greiz calon en Jesus-Christ. (9) Hag ar pez a c’houlennan, eo ma cresko ho karantez mui-ouz-mui en gwiziegez hag en pep skiant ; (10) evit ma c’hellot, e pep tra, anaoud petra eo ar gwella, evit ma veot pur ha direbech evit dervez ar C’hrist, (11) o veza leun euz a frouez ar justis dre Jesus-Christ, evit gloar ha meuleudi Doue.

(12) Koulskoude, breudeur, e fell d’in e ouefac’h penaos, kement a zo c’hoarvezet ganen, a zo troet kentoc’h evit avansamant an Aviel ; (13) en hevelep doare m’az eo deuet va liammou, dre Jesus-Christ, da veza brudet er pretouar hag e leac’h all, dre holl ; (14) ha penaos an darn vraz euz ar breudeur en Aotrou, o veza bet rentet calounec dre va liammou, a gred prezeg ar gomz hardizoc’h, hag heb aoun. (15) Beza ez euz lod, evit gwir, hag a brezeg ar C’hrist dre anvi ha dre zisput ; ha lod all her gra gant karantez. (16) Darn a brezeg ar C’hrist gant ar c’hoant da gontesti,