Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/379

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
370
EPHEZIED, I.

Jesus-Christ, dre ma’z eo bet plijet kement-se d’he volontez ; (6) da veuleudi ar gloar euz he c’hras, hen deuz roet deomp en gratis en he Vuia-karet. (7) En pehini hon euz ar redemption dre he oad, ar pardon euz ar pec’hejou, hervez ar pinvidigezou euz he c’hras, (8) hen deuz skulliet varnomp dre bep seurt furnez ha skiant-vad ; (9) o veza m’hen deuz roet deomp da anaoud ar myster euz he volontez, hervez an dessein a drugarez hen doa formet a-ziagent enhan he-unan, (10) hag a dlie beza digasset da vad ganthan, pa vije deuet da ren an amzeriou merket ganthan, da lavaret eo, da zastum assambles an holl draou er C’hrist, koulz ar re a zo en envou, evel ar re a zo var an douar. (11) Dre enhan ive eo ez omp deuet da veza heritourien, (o veza bet choazet a-ziagent, hervez ma oa bet merket gant an Hini a ra an holl draou hervez ma plij d’he volontez he-unan) ; (12) evit ma servichimp da veuleudi he c’hloar, ni pere a zo bet ar re genta o lakaad hon esperans er C’hrist. (13) Enhan ez oc’h ive, goude beza bet klevet ar ger euz ar wirionez, an Aviel euz ho silvidigez, ha beza bet credet enhan, c’houi a zo bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet ; (14) pehini eo an arrez euz hon heritach, evit ar redemption euz ar re hen deuz prenet, evit meuleudi he c’hloar.

(15) Abalamour da ze, me ive, o veza klevet komz euz ho feiz en Aotrou Jesus, hag euz ho karantez evit an holl zent, (16) na baouezan ket da renta grasou evidoc’h, oc’h ober memor ac’hanoc’h em pedennou ; (17) evit ma teuio Doue hon Aotrou Jesus-Christ, an Tad a c’hloar, da rei deoc’h eur spered a furnez hag a revelation en he anaoudegez ; (18) ma sclerijenno daou-lagad hoc’h intentamant ; ma teuot da anaoud an esperans da behini ez oc’h galvet, ha petra eo pinvidigezou ar gloar euz he heritach ebarz er zent ; (19) ha petra eo brazder immans he c’halloud en hor c’henver-ni, pere a gred, hervez ar vertuz euz an nerz euz he c’ha11oud, (20) diskouezet ganthan er C’hrist, pa hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, hag hen deuz hen lakeat da azeza en tu-deo dezhan el leac’hiou celestiel, (21) dreist pep gouarnamant, peb otorite, pep galloud, pep mestr, ha dreist peb hano a heller da henvel, nann hepken er bed-man, mes ive er bed da zond. (22) Hag hen deuz lakeat pep tra dindan he dreid,