Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/378

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
369
EPHEZIED, I.


(11) Gwelet a rit pebez lizer braz em euz scrivet deoc’h gant va dorn va-unan.

(12) Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement-se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist. (13) Rag ar re circonciset ho-unan na viront ket al lezen ; mes c’hoant ho deuz e vec’h circonciset, evit galloud en em c’hlorifia ho-unan en ho kig. (14) Evidoun-me, gras ma na c’hoarvezo biken ganen d’en em c’hlorifia, nemed e croaz hon Aotrou Jesus-Ohrist, dre behini ez eo crucifiet ar bed evidoun, ha me ive d’ar bed. (15) Rag en Jesus-Christ ar circoncision na dalv netra, nag an dicirconcision ken-neubeud, mes red eo genel a-nevez. (16) Ha kement hini hag a vale hervez ar reglen-man, ra vezo ar peoc’h hag an drugarez varnezhe, ha var an Israel a Zoue ! (17) Diwallo den da ober poan d’in divar vreman, rag dougen a ran em c’horf merkou an Aotrou Jesus. (18) Breudeur, ra vezo gras hon Aotrou Jesus-Christ gant ho spered ! Amen.


————


LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
d’an
EPHEZIED.


————


CHABISTR I.


PAOL, abostol Jesus-Christ dre volontez Doue, d’ar zent ha d’an dud fidel er C’hrist Jesus, pere a zo en Ephesus. (2) Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ !

(3) Benniget ra vezo Doue, Tad hon Aotrou Jesus-Christ, pehini hen deuz hor benniget gant peb bennoz spirituel el leac’hiou celestiel, dre ar C’hrist ; (4) hervez ma hen deuz hor choazet enhan, araog fondation ar bed, evit ma vezimp santel ha divlam dirazhan dre ar garantez ; (5) o veza hor choazet a-ziagent da veza he vugale a adoption dre