Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/377

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
368
GALATED, VI.

ar c’hig a zo anat, hag an oberou-ze a zo : an avoultriach, al libertinach, al louzdoni, (20) al lubricite, an idolatriach, ar sorcelach, ar gassoni, an disput, ar jalouzi, ar goler, an emgannou, an divisionou, (21) an hereziou, an anviou, al lazerezou, ar vezventiou, an dirollou, hag an traou all euz ar seurt-se. Lavaret a ran deoc’h en avans, evel ma em euz ive lavaret dija, penaos ar re a ra ar seurt traou-se, na heritint ket rouantelez Doue. (22) Mes frouez ar Spered eo, ar garantez, ar joa, ar peoc’h, ar batianted, ar vadelez, ar garantez evit ar mad, ar fidelite, an dousder, an demperans ; (23) al lezen n’ema ket a-enep an traou-ze. (24) Hogen, ar re a zo d’ar C’hrist ho deuz crucifiet ar c’hig gant he wall-viçou hag he wall-ioulou.

(25) Mar bevomp dre ar Spered, baleomp ive dre ar Spered. (26) Diwallomp da glask ar gloar vên, an eil o klask beza treac’h var egile, hag o veza leun a anvi an eil e-kenver egile.


CHABISTR VI.


BREUDEUR, mar tigouez da eun den beza kavet en eur faot-benag, c’houi pere a zo spirituel, divankit anezhan gant eur spered a zousder. Diwall ouzid da-unan, gant aoun na vez ive tentet. (2) Dougit an eil beac’hiou egile, hag evel-se likit en pratic lezen ar C’hrist. (3) Rag, mar d’euz unan-benag hag a zonj dezhan ez eo eun dra-benag, pa n’ed eo netra, en em drompla a ra he-unan. (4) Mes ra zeui pep hini da amprouv he oberou he-unan, ha neuze hen devezo leac’h d’en em veuli enhan he-unan, ha nann ouz en em gompari gant ar re all ; (5) rag pep hini a zougo he veac’h he-unan.

(6) Ra zeui an hini a vez kelennet er Ger, da rei lod euz he holl vadou d’an hini a gelen anezhan. (7) Diwallit d’en em drompla ; ne vez ket great goab ouz Doue ; rag an den a zastumo ar pez hen devezo hadet. (8) An hini a had evit he gig he-unan, a vedo euz ar c’hig ar vreinadurez ; mes an hini a had evit ar Spered, a vedo euz ar Spered ar vuez eternel. (9) Na skuizomp ket eta oc’h ober ar mad, rag en amzer ma’z eo dleet, e kavimp da vedi, mar ne deuomp ket da skuiza. (10) Rag-se, e-keit ha ma hon euz an occasion, greomp vad d’an holl, mes dreist-holl d’ar re a zo euz a famill ar feiz.