Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/375

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
366
GALATED, IV.

zet, na va zaolet diouzoc’h, abalamour ma’z oun amprouvet evel-se em c’hig ; mes digemeret oc’h euz ac’hanoun evel eun eal a-berz Doue, evel Jesus-Christ he-unan. (15) Petra eta a rea neuze hoc’h eürusted ? Rag me a ro testeni deoc’h penaos ma vije bet possubl deoc’h, ho pije tennet euz ho pen ho taou-lagad hoc’h-unan, ha roet anezhe d’in-me. (16) Ha deuet oun-me eta da veza enebour deoc’h, en eur lavaret deoc’h ar wirionez ? (17) Sourci ho deuz evidoc’h ; mes n’eo ket gant lealded : er c’hontrol, c’hoant ho deuz d’ho tistaga diouzimp, evit ma vezoc’h leun a c’hoantegez-vad evithe. (18) Hogen, mad eo beza leun a volontez-vad evit ar pez a zo mad, e peb amzer, ha nann hep-ken pa vezan prezant en ho touez. (19) Va bugaligou, evit pere e santan c’hoas ar poaniou a vez o c’henel bugale, ken a vezo formet ar C’hrist enoc’h ; (20) karoud a rajen beza breman assambles ganeoc’h, ha chanch va langach ; rag eur gwall zourci em euz divar ho pen.

(21) Livirit d’in, c’houi pere a fell deoc’h beza dindan al lezen, ha na gomprenit-hu ket al lezen ? (22) Rag scrivet eo, penaos Abraham hen deuz bet daou vab ; unan euz ar plac’h-esclav, hag egile euz ar vreg-libr. (23) Mes an hini a oa euz ar plac’h-esclav a oe ganet hervez ar c’hig ; hag hini ar vreg-libr a oe ganet dre vertuz ar bromessa. (24) An traou-ze a zo eun imach ; rag an diou vaouez-ze a zo diou allians, unan euz a venez Sina, hag a c’han esclaved, hag honnes eo Agar. (25) Rag an Agar-ze eo menez Sina, en Arabi, ha represanti a ra ar Jerusalem a-vreman, pehini, evel ma velomp, a zo en esclavach gant he bugale ; (26) mes ar Jerusalem, a zo euz an env, a zo libr, hag honnes eo hor mam-ni holl. (27) Rag scrivet eo : Kemer levenez, maouez difrouez, te pehini n’az poa ket a vugale, sav da vouez, ha cri a bouez-pen, te pehini n’oud ket bet en poan a vugale ; rag an hini a oa dilezet, he devezo muioc’h a vugale, eged an hini he doa ar pried. (28) Hogen ni, breudeur, evel Isaac, a zo bugale ar bromessa. (29) Mes evel ma c’hoarvezaz neuze, ma teuaz an hini a oa ganet hervez ar c’hig da bersecuti an hini a oa ganet hervez ar Spered, evel-se e c’hoarvez breman. (30) Mes petra a lavar ar Scritur ? Kas kuit ar plac’h esclav hag he mab ; rag mab ar plac’h esclav na herito ket assambles gant mab ar vreg-libr. (31) Ho-