Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/372

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
363
GALATED, III.

vien ? Evidomp-ni, pere a zo ganet Judevien, ha pere n’omp ket pec’herien a-douez ar Jentiled, (16) o c’houzout penaos an den n’eo ket justifiet dre oberou al lezen, mes dre ar feiz en Jesus-Christ, hon euz hon-unan credet en Jesus-Christ, evit gallout beza justifiet dre ar feiz er C’hrist, ha nann dre oberou al lezen, rag den e-bed na vezo justifiet dre oberou al lezen. (17) Mes, ha pa zigouezfe deomp, e-pad m’az omp o klask beza justifiet dre ar C’hrist, beza kavet pec’herien, daoust hag ar C’hrist a vefe eur ministr a bec’hed ? En nep feçon ! (18) Rag, mar savan a-nevez an traou em euz distrujet, e tisclerian ez oun va-unan transgressour ; (19) rag dre al lezen eo ez oun deuet da vervel d’al lezen, evit beva da Zoue. (20) Crucifiet oun bet assambles gant ar C’hrist, ha mar bevan, n’e ket me eo a vev, mes ar C’hrist eo a vev enoun ; ha mar bevan c’hoas er c’hig, e vevan dre ar feiz e Mab Doue, pehini hen deuz va c’haret, hag a zo en em roet he-unan evidoun. (21) Ne lakan ket gras Doue da veza didalvoudus ; rag mar deu ar justis euz al lezen, neuze maro ar C’hrist n’eo servichet da vad ebed.


CHABISTR III.


O GALATED diskiant ! piou hen deuz ho touellet evit na zentfac’h ken ouz ar wirionez ? c’houi, dirag daoulagad pere eo bet diskouezet Jesus-Christ ken sclear, hag evel crucifiet enoc’h ? (2) An dra-man hep-ken a fell d’in da glevet diganeoc’h : Ha dre oberou al lezen eo hoc’h euz recevet ar Spered, pa dre bredication ar feiz ? (3) Ha diskiant a-walch oc’h-hu, evit peur-achui breman dre ar c’hig, goude beza commanset dre ar Spered ? (4) Ha gouzanvet hoc’h euz kemend-all, evit koll ho poan ? ha c’hoas ma na refec’h nemed koll ho poan ! (5) An hini eta pehini a ro deoc’h ar Spered, hag a ra burzudou en ho touez, daoust hag hen her gra dre oberou al lezen, pe kentoc’h dre bredication ar feiz ? (6) Evel m’az eo lavaret divarben Abraham : Credi a reaz en Doue, hag e oe countet kement-se dezhan evit justis ; (7) gouezit eta, penaos ar re ho deuz ar feiz, a zo bugale da Abraham. (8) Rag-se ar Scritur, o santoud araog e teuje Doue da justifia ar Jentiled dre ar feiz, he deuz prezeget an Aviel dre avans da Abraham, en eur lavaret dezhan : An holl nationou a vezo benniget enoud. (9) Evel--