Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/363

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
354
II. CORINTIED, X.


(6) A-hend-all : An hini a had neubeud, a vedo eun eost dister, hag an hini a had stank a vedo eun eost founnus. (7) Ra zeuio pep hini da rei hervez ma hen deuz decidet en he galon, nann gant keuz, pe dre fors ; rag Doue a gar an hini a ro gant joa. (8) Ha Doue a zo galloudec evit ho peur-leunia a bep seurt grasou, evit m’ho pezo bepred kement a zo necesser, ha ma viot leun a bep seurt oeuvrou mad, (9) hervez ma’z eo scrivet : Skulliet hen deuz, roet hen deuz d’ar beorien ; he justis a bad da virviken. (10) Hogen, an Hini a ro had d’an hader, ha bara dezhan da zibri, a roio deoc’h hag a gresko deoc’h an had, hag a lakaio da greski ar frouez euz ho chustis ; (11) evit ma viot pinvidikeet e pep tra, evit gallout ober a bep seurt largentezou, pere a lakai renta da Zoue actionou a c’hras dreizomp. (12) Rag an distribution euz an offrans-man a ra ouz-pen contanti ezomou ar Zent, leun eo c’hoas a actionou a c’hras a vezo rentet da Zoue gant meur a hini. (13) Glorifia a reont Doue, oc’h amprouv, dre ar zicour-man, ho sentidigez e-kenver Aviel ar C’hrist a zervichit, hag ar gwir galon-vad a ziskouezit en ho c’henver, hag, e-kenver an holl ; (14) hag e pedont evidoc’h, o karet ac’hanoc’h gant teneredigez, abalamour d’ar c’hras excellant hen deuz great Doue deoc’h. (15) Hogen, ra vezo rentet grasou da Zoue evit he zonezon mad meurbed !


CHABISTR X.


A-HEND-ALL, me Paol, a bed ac’hanoc’h dre zouster ha madelez ar C’hrist, (2) me pehini a zo humbl dirazoc’h, mes leun a hardiegez en ho kenver, pa vezan pell diouzoc’h ; ho pedi a ran, pa vezin tost deoc’h, na vezo ket red d’in ober usach gant fizians euz an hardiegez-ze, a behini em euz sonj da ober usach a-enep eun darn-benag pere a gemer ac’hanomp evit tud hag a vale hervez ar c’hig. (3) Rag petra-benag ma valeomp er c’hig, na vrezelekaomp ket hervez ar c’hig. (4) Rag hon armou a-vrezel n’int ket kigus, mes galloudus int en Doue, evit diskar ar fortereziou, (5) evit diskar rezoniou an dud, ha pep huelder a zav a-enep an anaoudegez a Zoue, hag evit digas pep sonjezon da blega da zoujans ar C’hrist ; (6) ha prest omp da bunissa pep dizentidigez, pa vezo parfet ho sentidigez. (7) Ha sellet a rit-hu ouz an traou hervez an