Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/360

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
351
II. CORINTIED, VII.

pa’z omp bet erruet er Macedonia, n’hon euz bet repos ebed er c’hig, er c’hontrol, poaniet omp bet e pep feçon, o kaout da gombatti en diaveaz, hag o veza en enkrez en diabarz. (6) Mes Doue, pehini a gonsol ar re a zo mantret, hen deuz hor c’honsolet, pa’z eo erruet Titus ; (7) ha n’e ket hep-ken dre ar gwel euz anezhan, mes ive dre ar gonsolation hen deuz bet diganeoc’h, en eur rei da anaoud deomp ho tezir braz, ho taelou, ho polontez vad em c’henver ; en hevelep doare ma’z eo bet cresket va joa dre gement-se.

(8) Rag, petra-benag m’em beuz contristet ac’hanoc’h gant va lizer, n’am euz ket a geuz breman, mar em euz bet eur vech-benag, rag gwelet a ran penaos al lizer-ze hen deuz ho contristet, mes evit eur pennadic amzer. (9) Breman em euz joa, nann abalamour ma’z oc’h bet contristet, mes abalamour ma’z eo deuet ho tristidigez d’ho lakaad da gaout keuz ; rag contristet oc’h bet hervez Doue, en hevelep doare n’oc’h euz bet koll e-bed euz va feurz. (10) Rag an dristidigez a zo hervez Doue, a laka da zevel eur c’heuz a zilvidigez, euz a behini ne vez morse a geuz ; eleac’h an dristidigez a zo hervez ar bed a zigas ar maro. (11) Rag gwelit an dristidigez-ze hervez Doue, pebez bolontez vad n’he deuz-hi ket digasset enoc’h ! Pebez didamal, pebez indination, pebez doujans, pebez desiriou, pebez ardor, pebez castiz ! Diskouezet hoc’h euz e pep tra ez oc’h nêt e-kenver an affer-ze. (12) Evel-se, pa em euz scrivet deoc’h, ne oa ket abalamour d’an hini hen doa great an droug, nag abalamour d’an hini da behini e oa bet great, mes evit rei da anaoud deoc’h ar zourci hon euz evidoc’h dirag Doue. (13) Rag-se ez omp bet consolet dre ho consolation ; mes kalz muioc’h ez omp bet laoueneet abalamour da joa Titus, o veza ma eo bet soulajet he spered ganeoc’h holl ; (14) ha mar em euz tennet gloar ac’hanoc’h dirazhan, evit eun dra-benag, n’em euz ket bet a vêz euz a gement-se ; mes evel ma hon euz lavaret pep tra gant gwirionez, evel-se ive hor meuleudi dirag Titus a zo en em gavet gwirion. (15) Hag evel-se he garantez evidoc’h a zeu da veza c’hoas brassoc’h, pa zeu da zonj dezhan euz ho toujans holl, ha penaos hoc’h euz hen digemeret gant aoun hag en eur grena. (16) En em rejouissa a ran eta abalamour ma em euz fizians enoc’h e pep tra.