Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/355

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
346
II. CORINTIED, III.

hinienou, a lizerou evit hon recommandi deoc’h, pe a lizerou diganeoc’h evit hon recommandi d’ar re all ? (2) C’houi hoc’h-unan eo hon lizer-ni, scrivet en hor c’halonou, anavezet ha lennet gant an holl dud ; (3) rag anat mad eo, penaos ez oc’h eul lizer a-berz ar C’hrist, scrivet gant hon labour-ni, nann gant liou, mes gant Spered an Doue beo ; nann var daolennou mein, mes var daolennou kig, var ho calonou. (4) Hogen, dre ar C’hrist eo hon euz eun hevelep fizians dirag Doue. (5) N’e ket ma vemp-ni capabl, ac’hanomp hon-unan, da zonjal eun dra-benag, evel pa deufe ac’hanomp hon-unan ; mes hor galloud a zeu euz a Zoue, (6) pehini ive hen deuz hon rentet capabl da veza ministred an allians nevez, nann euz al lizeren, mes euz ar Spered ; rag al lizeren a ro ar maro mes ar Spered a ro buez. (7) Hogen, mar d’eo bet karg ar maro, hini al lizeren, scrivet var ar vein, ken glorius ma na helle ket bugale Israel sellet piz ouz bisach Moises, abalamour d’ar sclearder euz he visach, petra-benag ma tlie ar sclerijen-ze tremen ; (8) pegement ne vezo ket gloriussoc’h karg ar Spered ? (9) Rag mar d’eo bet glorius ar garg a gondaonation, ar garg euz ar justis he deuz eur gloar kalz brassoc’h. (10) Hag, evit-gwir, ar garg kenta-ze, pehini a zo bet glorius, n’e ket bet glorius, abalamour d’ar gloar dispar euz an eil. (11) Rag, mar d’eo bet glorius ar pez a dlie tremen, kalz gloriussoc’h eo ar pez a dle choum atao.

(12) O veza eta ma hon euz eun hevelep esperans, e kemeromp kalz a liberte, (13) ha ne reomp ket evel Moises, pehini a lake eur voal var he visach, evit ne velje ket bugale Israel ar fin euz ar pez a dlie disparissa. (14) Mes ho sperejou a zo bet dallet beteg-hen. Rag hirio c’hoas, pa lenner an Testamant-Koz, ar voal-ze a choum, heb beza savet, rag ne hell beza savet nemed gant ar C’hrist. (15) Hirio c’hoas, pa vez lennet Moises, eur voal a zo taolet var ho c’halon. (16) Mes pa zistroint ouz an Aotrou, ar voal a vezo lammet kuit. (17) Hogen, an Aotrou eo ar Spered ; hag el leac’h ma ema Spered an Aotrou, eno ema al liberte. (18) Evel-se ni holl pere, gant eur visach dizolo, a gontempl, evel en eur mellezour, gloar an Aotrou, lakeat omp da zond henvel ouz he imach, euz an eil gloar d’eben, evel gant Spered an Aotrou.