Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/346

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
337
I. CORINTIED, XIV.

zell ar skiant bezit tud c’hreat. (21) Scrivet eo el lezen : Dre dud a langach all, ha dre vuzellou estranjour e komzin ouz ar bobl-man, ha koulskoude evel-se na zelaouint ket ac’hanoun, eme an Aotrou. (22) Evel-se eta al langachou a zo eur sin a-berz Doue, nann evit ar re a gred, mes evit ar re na gredont ket ; eleac’h ar brofesi a zo eur sin, nann evit ar re na gredont ket, mes evit ar re a gred. (23) Mar deu eta an Iliz holl d’en em assambli en eur memeus leac’h, ha mar deu an holl da gomz langachou dianavezet, ha mar deu eno tud simpl, pe tud incredul, ha na livirint-hi ket hoc’h euz kollet ho skiant-vad ? (24) Mes mar deu an holl da brofetisa, ha mar deu eno eun den incredul, pe eun den hep gwiziegez, he-man a zo confontet gant an holl, ha barnet gant an holl ; (25) hag evel-se an traou kuzet euz he galon a vezo dizoloet, hag o kweza evel-se d’an douar, e teuio da adori Doue, ha da ziscleria dre-holl ema Doue en ho touez en gwirionez.

(26) Petra eta, breudeur, a dleit-hu da ober ? Pa deuit d’en em dastum assambles, ha beza hen deuz pep hini achanoc’h eur c’hantic, pe eur gelenadurez, pe eul langach estranjour, pe eur revelation, pe eun dra-benag da rei da intent ? Ra vezo great pep tra evit an edification. (27) Mar d’euz unan-benag hag a gomz eul langach estranjour, ra vezo, d’an hirra, daou pe dri anezhe, hag an eil goude egile ; ha ra vezo eno unan evit rei ho c’homzou da gompren. (28) Mar n’euz den evit rei da gompren, ra zeuio an hini a gomz eul langach estranjour da devel en Iliz, ha ra gomzo outhan he-unan hag ouz Doue. (29) Na dle komz nemed daou pe dri euz ar brofeted, hag ar re all a dle barna. (30) Ha mar hen deuz unan euz ar re a zo eno eur revelation-benag, ra zeuio ar c’henta da devel. (31) Rag holl ec’h hellit profetisa an eil goude egile, evit ma teuio an holl da zeski, ha da veza kelennet. (32) Hogen, sperejou ar brofeted a rank plega d’ar brofeted ; (33) rag Doue n’eo ket eun Doue a zizurz, mes eun Doue a beoc’h.

(34) Evel ma her gweler en holl Ilizou ar zent, ra zeuio ho kragez da devel en Ilizou, rag n’eo ket permetet dezhe komz eno ; ha ra vezint sentus, hervez ma lavar ive al lezen. (35) Mar fell dezhe diski eun dra-benag, ra interrojint ho friejou en ho zi ; rag n’e ket deread d’ar gragez komz en Iliz.