Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/331

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
322
I. CORINTIED, VI.

zant a spered, em euz barnet dija, evel pa vijen prezant, an hini hen deuz great kement-se : (4) (en hano hon Aotrou Jesus-Christ, c’houi o veza en em dastumet assambles, ha me ganeoc’h a spered, gant galloud hon Aotrou Jesus-Christ,) (5) barnet em euz, eur seurt den-ze da veza livret da Satan, ma vezo distrujet ar c’hig, ha ma vezo salvet ar spered e dervez an Aotrou Jesus. (6) Ne zere ket ouzoc’h en em c’hlorifia. Ha na ouzoc’h-hu ket penaos eun tammic goell a laka an toaz holl da c’hoï ? (7) Taolit er meaz eta ar goell koz, evit ma viot eun toaz nevez, evel ma’z oc’h hep goell ; rag ar C’hrist, hor Pask-ni, a zo bet offret en sacrifis evidomp. (8) Rag-se, miromp ar gouel, nann gant ar goell koz, na ken-neubeud gant goell ar valiç hag an drougviez, mes gant ar baraou hep goell euz al lealded hag euz ar wirionez.

(9) Scrivet em euz deoc’h em lizer diwall deuz compagnunez an dud impudic ; (10) ne fell ket d’in lavaret kement den impudic a zo er bed, pe an dud touellet gant an avaristed, al laeron, pe adorerien an idolou ; anez e vije red deoc’h mond er meaz euz ar bed ; (11) mes ar pez em euz scrivet deoc’h eo kement-man : Mar d’euz unan-benag a c’halver breur, hag a zo impudic, pe avar, pe servicher an idolou, pe teod fall, pe mezvier, pe laer, diwallit da gaoud darempred ganthan, na zo-ken da zibri assambles gant eur seurt gwall den. (12) Rag, da betra em euz-me ezom da varn ar re a zo en diaveaz ? Ha n’eo ket deoc’h-hu eo da varn ar re a zo en diabarz ? (13) Evit ar re a zo en diaveaz, Doue a varno anezhe. Lammit eta an den fall euz ho touez.


CHABISTR VI.


PA zigouez da unan ac’hanoc’h kaoud eun affer a-enep eun all, daoust hag hen a gred hen kas da veza barnet dirag an dud difeiz, kentoc’h eged dirag ar Zent ? (2) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos ar Zent a varno ar bed ? ha mar barnit ar bed, hag indign oc’h-hu da varn an traou distera ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos e varnimp-ni an elez ? Kent a ze e varnimp-ni traou ar vuez-man ! (4) Mar hoc’h euz procejou evit afferou ar vuez-man, e kemerit evit barnerien tud hag a zo disprijet gant an Iliz ! (5) Kement-se a lavaran evit ho mêz. Daoust ha n’euz ket a dud fur en ho touez,