Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/329

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
320
I. CORINTIED, III.

um enoc’h ? (17) Mar deu unan-benag da zistruja templ Doue, Doue a zistrujo anezhan ; rag templ Doue a zo santel, ha c’houi eo an templ-ze. (18) Diwallit na zeufe den d’en em drompla he-unan. Mar d’euz unan-benag en ho touez hag a sonj dezhan beza fur er bed-man, ra zeui da veza foll, evit ma teui da veza fur ; (19) rag furnez ar bed-man a zo follentez dirag Doue ; hervez ma’z eo scrivet : Doue a dap ar re fur en ho finessaou ho-unan. (20) Ha c’hoas : An Aotrou a anavez eo ven sonjezonou an dud fur. (21) Rag-se eta, diwaliit na zeufe den da lakaad he c’hloar en dud, rag pep tra a zo deoc’h ; (22) Paol, pe Apollos, pe Cephas, pe ar bed, pe ar vuez, pe ar maro, pe an traou a-vreman, pe an traou da zond ; pep tra a zo deoc’h, ha c’houi a zo d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zo da Zoue.


CHABISTR IV.


RA zeui eta pep hini da gemer ac’hanomp evel servicherien d’ar C’hrist ha dispanserien euz a vysteriou Doue. (2) Mes a hend-all, ar pez a c’houlenner digant an dispanserien, eo ma vezo kavet pep hini anezhe fidel. (3) Evidoun-me, a ra neubeud a dra d’in beza barnet ganeoc’h-hu, pe gant justis an dud ; ha n’en em varnan ket va-unan ken neubeud. (4) Rag n’en em zantan coupabl euz a netra ; koulskoude, n’oun ket justifiet abalamour da ze ; mes an hini a varn ac’hanoun, eo an Aotrou. (5) Rag-se na varnit netra araog ma vez deuet an amzer, ken a zeuio an Aotrou pehini a lakai da veza sclear an traou a oa kuzet en devalijen, hag a lako dirag daoulagad an holl ar c’huzuliou kuzet euz ar c’halonou ; ha neuze pep hini hen devezo he veuleudi digant Doue.

(6) Hogen, breudeur, en em lakeat oun va-unan, hag Apollos assambles ganen, da exempl euz kement-man holl abalamour deoc’h, evit ma teskot dreizomp-ni miret da zonjal en tu-all d’ar pez a zo scrivet, evit na zeui hini ac’hanoc’h d’en em c’houeza gant an ourgouil evit unan ac’hanomp a-enep egile. (7) Rag piou a laka eun differans-benag etrezoud hag eun all ? Ha petra ec’h euz-te, ha n’az pefe recevet ? Ha mar ec’h euz hen recevet, perag en em c’hlorifiez-te, evel pa n’az pefe ket hen recevet ? (8) Dija ez oc’h leun, dija ez oc’h pinvidic, emoc’h o ren hep-d’omp-ni. Plijet gant Doue ma renfac’h evit ma renimp