Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/325

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
316
CORINTIED, I.

kuzet dre Scrituriou ar brofeted, hervez gourc’hemen an Doue eternel, ha discleriet d’an holl Jentiled, evit ma sentint ouz ar feiz ; (27) da Zoue, pehini hep-ken a zo fur, ra vezo rentet, dre Jesus Christ, ar gloar e peb amzer ! Amen.


————


KENTA LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
D’AR
GORINTIED.
————


CHABISTR I.


PAOL, galvet da veza abostol euz a Jesus-Christ, dre volontez Doue, ha Sosthenes, hor breur, (2) da Iliz Doue a zo en Corinth, d’ar re a zo bet santifiet en Jesus-Christ, pere a zo galvet Sent, ha d’ar re holl, en pep leac’h, hag a c’halv hano hon Aotrou Jesus-Christ, (3) ho Aotrou hag hon hini. Gras deoc’h ha peoc’h digant Doue, hon Tad, ha digant hon Aotrou Jesus-Christ ! (4) Trugarekaad a ran va Doue bepred abalamour deoc’h, evit ar c’hras hen deuz roet deoc’h en Jesus-Christ, (5) da lavaret eo : dre ma’z oc’h bet pinvidikeet enhan e pep doare, en kement a zell ouz ar gomz hag ouz an anaoudegez, (6) testeni ar C’hrist o veza bet etablisset mad en ho touez ; (7) en hevelep doare ne vank donezon e-bed deoc’h-hu, pere a c’hortoz ma vezo diskouezet hon Aotrou Jesus-Christ. (8) Derc’hel a raio c’hoas d’ho krenvaad beteg ar fin, evit ma viot didamal en deiz hon Aotrou Jesus-Christ. (9) Doue, dre behini oc’h bet galvet da gommunion he Vab Jesus-Christ, hon Aotrou, a zo fidel. (10) Hogen, ho pidi a ran breudeur, en hano hon Aotrou Jesus-Christ, da veza accord assambles en ho komzou, da ziwall ne zavfe division en ho touez, mes da veza unanet mad assambles, a spered hag a zantimant. (11) Rag, roet eo bet d’in da anaoud, va breudeur, gant ar re euz a di Chloe, penaos ez euz disput en ho touez. (12) Da lavaret eo, pep hini, en ho touez, a lavar : Me a zo, diskibl da Baol ; ha me, da Apollos ; ha me, da Gephas ; ha me, d’ar C’hrist. (13) Daoust hag ar C’hrist a zo diviset ? Daoust ha Paol a zo