Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/309

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
300
ROMANED, VIII.

dreizhan. (12) Al lezen eta a zo santel, hag ar gourc’hemen a zo santel, just ha mad.

(13) Daoust eta hag ar pez a zo mad hen deuz roet d’in ar maro ? E giz e-bed ! mes ar pec’hed, evit diskouez eo pec’hed, hen deuz roet d’in ar maro dre eun dra vad, evit ma teuje ar pec’hed dre ar gourc’hemen da veza gwall-bec’hedus.

(14) Rag ni a oar penaos al lezen a zo spirituel ; mes me a zo kigus, gwerzet d’ar pec’hed. (15) Rag ne gavan ket e vez mad ar pez a ran, ne ran ket ar pez a fell d’in, mes ober a ran ar pez em euz kassoni outhan. (16) Hogen, mar gran ar pez na fell ket d’in, ec’h anzavan dre eno ez eo mad al lezen. (17) Ha breman n’eo mui me a ra kement-se, mes ar pec’hed pehini a choum enoun. (18) Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad ; mes ne deuan ket a-ben d’hen ober. (19) Rag ne ran ket ar mad a fell d’in ; mes ober a ran an droug ne fell ket d’in da ober. (20) Hogen mar gran ar pez ne fell ket d’in, n’e ket me eo her gra eta, mes ar pec’hed eo, pehini a choum enoun. (21) Kavoud a ran eta enoun va-unan al lezen-man : pa fell d’in ober ar mad, an droug a chom stag ouzin. (22) Rag kemer a ran plijadur el lezen Doue, hervez an den a-ziabarz ; (23) mes gwelet a ran eul lezen all em izili, pehini a stourm ouz lezen va spered hag am dalc’h ereet dindan lezen ar pec’hed, pehini a zo em izili. (24) Den maleürus ma’z oun ! piou a zelivro ac’hanoun euz ar c’horf-man a varo ?..... (25) Trugarekaad a ran Doue dre Jesus-Christ hon Aotrou ! Evel-se eta, dre ar spered, ez oun stag ouz lezen Doue, mes dre ar c’hig, ouz lezen ar pec’hed.

CHABISTR VIII.


N’EUZ ket eta breman a gondaonation evit ar re pere a zo en Jesus-Christ, hag a vale, nann hervez ar c’hig, mes hervez ar spered ; (2) rag lezen ar Spered a vuez, pehini a zo en Jesus-Christ, he deuz va delivret euza lezen ar pec’hed hag ar maro. (3) Rag ar pez a oa impossubl d’al lezen, abalamour ma oa rentet dic’halloud dre ar c’hig, Doue hen deuz hen great : o tigas he Vab he-unan en eur c’hig henvel ouz hini ar pec’hed ; hag evit ar pec’hed, hen deuz condaonet ar pec’hed er c’hig ; (4) evit ma vije accomplisset ar