Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/306

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
297
ROMANED, VI.

ket countet, pa ne vez lezen e-bed. (14) Koulskoude ar maro hen deuz renet adaleg Adam bete Moises, var ar re memeus n’ho doa ket pec’het dre eun tor-lezen henvel ouz hini Adam, ar skeuden euz an hini a dlie da zond.

(15) Mes ne c’hoarvez ket gant an donezon evel gant ar pec’hed. Rag, mar d’eo bet pec’hed unan pen-caoz da varo kalz, kent a ze gras Doue, hag an donezon euz ar c’hras pehini a zeu euz a eun den hepken, da lavaret eo Jesus-Christ, a zo en em skulliet en abondans var galz a dud !

(16) Ha ne c’hoarvez ket gant an donezon-ze, evel gant ar pez a zo arruet dre ar pec’hed euz a unan hep-ken ; rag ar setans a gondaonation a zeu dre eur pec’hed hep-ken ; mes an donezon euz ar c’hras a justifi an den, goude ma’z euz kalz a bec’hejou. (17) Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hepken, dre an den-ze hep-ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hepken, da lavaret eo, dre Jesus-Christ !

(18) Evel-se eta, mar d’eo bet eur pec’hed hep-ken pen-caoz da gondaonation an holl dud, evel-se ive, dre justis unan hep-ken, e recevo an holl dud ar justification a behini e teu ar vuez. (19) Rag, evel dre dizentidigez eun den hep-ken kalz a zo bet lakeat da veza pec’herien, evel-se ive dre zentidigez unan hep-ken kalz a vezo lakeat da veza just.

(20) Hogen, al lezen a zo deuet evit lakaad ar pec’hed da greski ; mes el leac’h ma hen deuz ar pec’hed cresket, ar c’hras he deuz cresket c’hoas muioc’h, (21) evit ma teuje ar c’hras, evel ma hen deuz renet ar pec’hed evit rei ar maro, da ren ive dre ar justis, evit rei ar vuez eternel, dre Jesus-Christ hon Aotrou.


CHABISTR VI.


PETRA eta a livirimp-ni ? Ha choum a raimp-ni er pec’hed, evit ma teui ar c’hras da greski ? (2) Doue d’hon preservo ! Penaos ni, pere a zo maro d’ar pec’hed, ec’h halfemp-ni c’hoas beva enhan ? (3) Ha na ouzoc’h-hu ket penaos kement hini ac’hanomp a zo bet badezet en Jesus-Christ, a zo bet badezet en he varo ? (4) Sebeliet omp bet eta assambles ganthan en he varo, dre ar vadiziant, evit, evel ma’z eo savet ar C’hrist a-douez ar re varo dre c’hloar an Tad, ma