Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/291

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
282
ACTOU AN EBESTEL, XXVI.


CHABISTR XXVI.


NEUZE Agrippa a lavaraz da Baol : Permetet eo d’id komz evidoud da-unan. Neuze Paol, o veza astennet he zorn, a gomzaz evel-hen evit he zifen :

(2) Eürus en em gavan, roue Agrippa, abalamour ma em euz da ober va difen hirio dirazoud, divarben an holl draou euz a bere ez oun tamallet gant ar Judevien, (3) ha dreist-holl dre ma c’houzon ec’h anavezez ervad an holl giziou hag an holl gistionou a zo etouez ar Judevien ; rag-se e pedan ac’hanoud d’am zelaou gant patianted. (4) Evit ar pez a zell ouz ar vuez em euz renet, abaoe va yaouankiz, en doare ma’z eo tremenet abaoe ar pen-kenta, e-touez va fobl, en Jerusalem, anavezet eo gant an holl Judevien. (5) Rag gouzoud a reont, abaoe ar pen-kenta (mar fell dezhe rei testeni var gement-se), penaos em euz bevet evel eur Farizian, oc’h heuil ar reglen rusta-ze euz hon relijion. (6) Ha breman ez oun lakeat da veza barnet abalamour d’am esperans er bromessa hen deuz great Doue d’hon tadou, (7) hag euz a behini hon daouzec tribu, pere a zervich Doue dalc’h-mad, noz-deiz, a zo o c’hortoz an accomplissamant. Abalamour d’an esperans-ze, roue Agrippa, ez oun tamallet gant ar Judevien. (8) Petra ! ha c’houi a gav diez credi e teufe Doue da resussita ar re varo ? (9) Gwir eo penaos, evidoun-me, em boa credet e oa va dever stourm gant nerz a-enep hano Jesus a Nazaret. (10) Hag hen ober a riz ive en Jerusalem. Lakaad a riz kalz a zent er prizon, goude beza bet ar galloud-se digant prinsed ar veleien, ha pa vijent lakeat d’ar maro, e roen va mouez a-enep dezhe. (11) Hag o punissa anezhe alies en holl sinagogou, e ren dezhe blasphemi ; hag o veza kounnaret holl en ho enep, e persecuten anezhe beteg er c’heariou estranjour.

(12) Hag evel ma oann o vond evit se da Zamas, gant galloud ha gant eur brocuration euz a-berz prinsed ar veleien, (13) var-dro kreiz an deiz, o roue, pa oann en hent, e veliz eur sclerijen euz an env, skedussoc’h eged an heol, hag a lugernaz en-dro d’in, ha d’ar re a rea hent assambles ganen. (14) Hag o veza kwezet holl d’an douar, e kleviz eur vouez o komz ouzin, hag ar vouez a lavare din, en langach hebrach : Saul, Saul, perag e