Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/290

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
281
ACTOU AN EBESTEL, XXV.

eun den, prizonier, (15) a-enep pehini prinsed ar veleien ha re ancien ar Judevien ho deuz douget clem pa oann en Jerusalem, o c’houlen ma vije condaonet. (16) Respontet em euz dezhe n’ema ket ar c’hiz e-touez ar Romaned da livra eun den d’ar maro, ken n’hen deve bet an hini a zo tamallet he damallerien a-zirazhan, ha ken n’hen deve bet al liberte d’en em zifen euz ar pez a damaller dezhan. (17) Goude eta ma’z int bet en em assamblet aman, heb nep dale an deiz varlerc’h, ec’h azeziz var an dribunal, hag e roiz urz da zigas an den-ze. (18) Ar re hen tamalle, o veza en em brezantet, n’ho deuz douget en he enep hini e-bed euz ar c’hlemmou a zonjen. (19) Mes bet ho deuz ganthan eun disput-benag divarben ho relijion ho-unan, ha divarben eur Jesus maro, a gendalc’he Paol da lavaret e oa beo. (20) Hogen, evel ma oann en douetans var gement-se, e c’houlenniz diganthan ha felloud a rea dezhan mond da Jerusalem, ha beza barnet eno var an traou-ze. (21) Mes Paol o veza great appel, evit ma vije barnet he broces gant an impelaer, em euz gourc’hemenet he zerc’hel bete ma kassin anezhan da Cezar. (22) Neuze Agrippa a lavaraz da Festus : Me a garfe ive klevet an den-ze. Varc’hoas, eme Festus, e klevi anezhan.

(23) An deiz varlerc’h eta, Agrippa ha Berenis a zeuaz gant kalz a lorc’haj, ba pa oent antreet e leac’h an audians, gant ar c’habitaned hag an dud kenta euz a gear, e oe digasset Paol dre urz Festus. (24) Neuze Festus a lavaraz : Roue Agrippa, ha c’houi holl pere a zo aman prezant ganeomp, gwelet a rit an den a-enep pehini eo deuet holl bobl ar Judevien d’am c’havoud, en Jerusalem hag aman, o crial ne oa ket gleet hen lezel pelloc’h da veva. (25) Mes, o veza kavet penaos n’hen doa great netra dign euz ar maro, ha dre ma hen deuz he-unan great appel d’an impelaer, em euz resolvet hen kas dezhan. (26) N’em euz tra sclear e-bed da scriva d’an impelaer divar he ben, rag-se em euz hen digasset dirazoc’h, ha dreist holl dirazoud, roue Agrippa, evit m’em bezo eun dra-benag da scriva, goude ma vezo bet interrojet. (27) Rag ne zeblant ket d’in e vez deread kas eur prizonier, hep merka ive ar pez a damaller dezhan.