Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/289

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
280
ACTOU AN EBESTEL, XXV.


(27) Daou vloaz a dremenaz evel-se, hag e teuaz Porcius Festus e plas Felix ; ha Felix, evit ober plijadur d’ar Judevien, a lezaz Paol er prizon.


CHABISTR XXV.


FESTUS eta o veza erruet er provinç, a bignaz, tri devez goude, euz a Cezare da Jerusalem. (2) Neuze ar beleg-braz, hag ar re genta euz a-douez ar Judevien, a zougaz clem dirazhan a-enep Paol ; (3) ouz he bedi, e c’houlennent diganthan, evit noazoud da Baol, m’hen divije ar vadelez da lakaad hen digas da Jerusalem, rag lakeat ho doa tud kuzet da c’hedal, evit hen laza en hent. (4) Mes Festus a respontaz e oa Paol diwallet-mad en Cezare, hag e tlie he-unan mond di hep-dale. (5) Ra zeui eta, eme-z’han, ar re vrassa ac’hanoc’h da zisken assambles ganen, ha ra damallint an den-ze mar d’euz eun dra-benag a-enep dezhan.

(6) Festus na choumaz en ho zouez nemed eiz pe deg devez, hag a ziskennaz neuze da Cezare ; hag an deiz varlerc’h, o veza azezet var he dribunal, e c’hourc’hemenaz digas Paol. (7) Pa oe deuet, ar Judevien a oa diskennet euz a Jerusalem en em lekeaz en-dro dezhan, o tougen a-enep Paol kalz a wall damallou, ha na hellent ket ho frouvi. (8) Eleac’h Paol a lavare evit en em difen : N’em euz pec’het e tra e-bed nag a-enep lezen ar Judevien, nag a-enep an templ, nag a-enep Cezar. (9) Koulskoude Festus, o c’hoantaad ober plijadur d’ar Judevien, a gomzaz ouz Paol, hag a lavaraz dezhan : Ha te a garfe pignat da Jerusalem, ha beza barnet eno dirazoun var an traou-ze ? (10) Ha Paol a lavaraz : Dirag tribunal Cezar emoun ; aman eo red d’in beza barnet ; n’em euz great gaou e-bed ouz ar Judevien, evel ma c’houzoud ervad. (11) Mar em euz great eun injustis-benag, pe eun torfet-benag hag a vez dign a varo, na refusan ket mervel ; mes mar n’euz netra a wir en traou a damallont d’in, den na hell va livra dezhe ; Ouz Cezar e ran appel. (12) Neuze Festus, goude beza komzet gant he gonseil, a respontaz : Ouz Cezar ec’h euz great appel, da Cezar ez i.

(13) Eun neubeud deiziou goude, ar roue Agrippa ha Berenis a zeuaz da Cezare, evit saludi Festus. (14) Hag evel ma choumjont eno meur a zevez, Festus a roaz da anaoud d’ar roue affer Paol, en eur lavaret : Felix hen deuz lezet aman