Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/279

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
270
ACTOU AN EBESTEL, XX.

gouezet ganen dre guzuliou fall ar Judevien ; (20) ha penaos n’em euz kuzet diouzoc’h netra euz an traou a oa talvoudec deoc’h, ha n’oun ket bet manket d’ho discleria deoc’h, ha d’ho kelen dirag an holl, hag euz an eil ti d’egile ; (21) o prezeg d’ar Judevien hag ive d’ar Greked ar gonversion e-kenver Doue, hag ar feiz e-kenver Jesus-Christ hon Aotrou. (22) Ha breman, en liammou ar Spered, ez an da Jerusalem hep gouzout petra a dle c’hoarvezout ganen eno ; (23) nemed ma’z oun avertisset gant ar Spered-Santel ez euz, e pep kear, chadennou hag afflictionou ouz va gortoz. (24) Mes n’en em lakan en poan euz a netra, ha va buez n’eo ket precius d’in, gant ma peur-achuin gant joa va redaden hag ar garg em euz bet digant an Aotrou Jesus, da annons ar c’helou mad euz ar c’hras a Zoue. (25) Ha setu breman, ec’h ouzon ervad ne velot mui va bisach, c’houi holl e-touez pere em euz tremenet o prezeg rouantelez Doue. (26) Dre-ze ho kemeret a ran hirio da destou, ez oun neat euz ho koad holl. (27) Rag discleriet em euz deoc’h holl bolontez Doue, heb kuzat netra. (28) Likit evez eta ouzoc’h hoc’h-unan, hag ouz an holl denved var bere hen deuz ar Spered-Santel lakeat ac’hanoc’h da eskibien, evit diwall Iliz Doue, prenet ganthan gant he voad he-unan. (29) Rag me a oar penaos, goude ma vezin eat kuit, ec’h antreo gwall-vleizi en ho touez, ha na espernint ket an denved ; (30) hag e savo euz ho touez hoc’h-unan tud hag a brezego doctrinou fall, evit tenna an diskibien var ho lerc’h. (31) Beillit eta, o kaout sonj penaos, e-pad tri bloaz n’em euz ket ehanet noz-deiz da avertissa peb hini ac’hanoc’h gant daelou. (32) Ha breman, breudeur, e recommandan ac’hanoc’h da Zoue ha d’ar gomz euz he c’hras, dezhan pehini a hell ho krenvaad, ha rei deoc’h an heritach assambles gant an holl zent. (33) N’em euz c’hoanteet nag arc’hant, nag aour, na dillad den e-bed. (34) Ha gouzoud a rit hoc’h-unan penaos an daouarn-man ho deuz pourveet d’am ezomou ha da ezomou ar re a oa ganen. (35) Diskouezet em euz deoc’h en pep tra, penaos evel-se, en eur labourad, ez eo red sicour ar re febl, ha derc’hel sonj euz a gomzou an Aotrou Jesus, pehini hen deuz lavaret : Muioc’h a eürusted a zo o rei eged o receo.

(36) Pa hen doe lavaret kement-