Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/278

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
269
ACTOU AN EBESTEL, XX.

Dessalonika, Gaius euz a Zerb, Timoteus, Tichikus ha Trophimus, euz an Azi. (5) Ar re-man, o veza eat araog, a c’hortozaz ac’hanomp en Troas. (6) Ha ni, goude an deiziou euz ar bara hep goell, en em ambarkaz en Philippos, hag e teujomp en pemp devez d’ho c’havoud en Troas, en peleac’h e choumjomp seiz devez.

(7) D’an deiz kenta euz ar sizun, pa oa an diskibien dastumet evit terri ar bara, Paol, pehini a dlie mond kuit an deiz varlerc’h, a brezege dezhe, hag ec’h astennaz he brezegen beteg hanter-noz. (8) Hogen, bez’ e oa kalz a lampou er gampr huel leac’h ma oant en em dastumet. (9) Hag eun den yaouank, hanvet Eutikus, pehini a oa azezet var eur prenestr, a choumaz kousket-maro, e-pad ar brezegen hir a rea Paol, hag e-kreiz he gousk, e kwezaz euz an trede estach d’an traon, hag e oe savet ac’hane maro. (10) Mes Paol, o veza diskennet, en em astennaz varnezhan, hen kemeraz etre he zi-vreac’h, hag a lavaraz : Na vezit ket nec’het, rag ema he ene enhan. (11) Hag o veza pignet adare, hag o veza torret ar bara, ha debret, e komzaz outhe eur pennad mad, bete goulou-deiz, ha goude-ze ez eaz kuit. (12) Hogen, kas a rejont kuit an den yaouank beo, hag e oent consolet braz.

(13) Hogen ni, o veza eat araog var al lestr, a ieaz etrezeg Assos, en peleac’h e tliemp kemer Paol ; rag evel-se hen doa gourc’hemenet, o veza ma felle dezhan ober an hent var droad. (14) Pa oe eta en em gavet ganeomp en Assos, e kemerjomp anezhan, hag e teujomp da Vitylene. (15) Hag ac’hane, o vond dre vor, ec’h errujomp, an deiz varlerc’h, dirag Kios. An deiz varlerc’h e teujomp da Zamos, hag o veza choumet eur pennadic en Trogyll, e teujomp, an devez goude, da Vilet. (16) Rag Paol hen doa decidet tremen en tu all da Ephesus, evit na gollje ket a amzer en Azi, rag hasta a rea buhan evit en em gavout, mar doa possubl dezhan, en Jerusaiem, a-ben deiz ar Pentecost.

(17) Mes kas a reaz tud euz a Vilet da Ephesus, da c’hervel ar re ancien euz an Iliz. (18) Ha pa oent deuet d’hen kavoud, e lavaraz dezhe : C’houi a oar en pe seurt doare ez oun en em gomportet bepred en ho touez, adaleg an deiz kenta ma’z oun antreet en Azi ; (19) o servicha an Aotrou gant pep humilite, gant kalz a zaelou, hag en kreiz ar poaniou di-