Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/276

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
267
ACTOU AN EBESTEL, XIX.

taz kement, ma tec’hjont euz an ti-ze en noaz ha gouliet.

(17) An dra-ze a oe anavezet gant an holl Judevien hag an holl Greked a oa o choum en Ephesus, hag e oent spountet-holl ; hag hano an Aotrou Jesus a oa glorifiet. (18) Ha kalz euz ar re ho doa credet, a zeue da ziscleria ha da anzav ar pez ho doa great. (19) Hag eun niver braz euz ar re ho doa great sorcerach, a zigassaz ho levriou, hag ho devaz dirag an holl ; ha pa oe countet ar priz anezhe, e oe kavet e save da hanter-kant mil pez arc’hant. (20) Evel-se e creske meurbed ger an Aotrou, o redec hag o krenvaad muioc’h-mui.

(21) Goude-ze, Paol en em broposaz, en he spered, treuzi ar Macedonia hag an Akaia, ha mond da Jerusalem, en eur lavaret : Goude ma vezin bet eno, e rankin ive gwelet Rom. (22) Hag o veza kasset en Macedonia daou euz ar re a oa ouz hen sicour, Timoteus hag Erastus, e choumaz c’hoas eur pennad amzer en Azi.

(23) Hogen c’hoarvezoud a reaz en amzer-ze eun drubuil ha ne oa ket bihan, divarben an doctrin. (24) Rag eun orfeber, hanvet Demetrius, pehini a rea en arc’hant poltrejou bihan euz a dempl Diana, hag a lake da c’hounid kalz an artizaned a vije ganthan, (25) a c’halvaz ar re-man assambles gant ar re all a rea ar seurt labouriou-ze, hag a lavaraz dezhe : O tud, gouzoud a rit penaos euz al labour-ze eo e teu hor gounidegez ; (26) ha gwelet a rit, hag e klevit lavaret penaos, n’eo ket hep-ken en Ephesus, mes kazi dre an Azi holl, hen deuz ar Paol-ze persuadet ha distroet kalz a dud, en eur lavaret n’int ket doueou ar re a zo great gant daouarn an dud. (27) Ha n’eo ket evidomp-ni hepken ez euz da ziwall ne vez gwall-vrudet hor micher, mes templ an itroun vraz Diana zo-ken a hell kweza en dismegans, hag ar vajeste anezhi, henoret en holl Azi hag er bed holl, a hell ive beza kasset da netra.

(28) Pa glevjont kement-se, e oent kounnaret-holl, hag e crijont, en eur lavaret : Braz eo Diana an Ephesied ! (29) Hag ar gear holl a oe leun a zireiz : hag e redjont holl assambles d’an theatr, o skleja ganthe Gaius hag Aristark, tud euz a Vacedonia, ha ken-veajourien da Baol. (30) Hogen Paol a felle dezhan mond dirag ar bobl ; mes an diskibien n’her permetjont ket dezhan. (31) Hag unan-benag memeus euz a chefou an Azi, pere a oa mi-