Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/275

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
266
ACTOU AN EBESTEL, XIX.

tremenet dre ar c’hosteziou huella euz an Azi, a zeuaz da Ephesus. Eno e kavaz eun neubeud diskibien, hag e lavaraz dezhe : (2) Ha recevet hoc’h euz-hu ar Spered-Santel, pa’z oc’h deuet da gredi ? Respont a rejont dezhan : N’hon euz ket klevet zo-ken e vefe eur Spered-Santel. (3) Hag hen a lavaraz dezhe : Pe seurt badiziant hoc’h euz-hu eta recevet ? Ar re-man a lavaraz : Badiziant Ian. (4) Neuze Paol a lavaraz : Ian evit-gwir hen deuz badezet euz ar vadiziant a gonversion, en eur lavaret d’ar bobl credi en Hini a zeue var he lerc’h, da lavaret eo, er C’hrist Jesus. (5) O veza klevet kement-se, e oent badezet en hano an Aotrou Jesus. (6) Ha pa hen doe Paol astennet he zaouarn varnezhe, ar Spered-Santel a ziskennaz varnezhe, hag e komzent meur a seurt langach, hag e profetisent. (7) Ha var-dro daouzec a oa anezhe.

(8) Neuze oc’h antren er sinagog, e komzaz gant hardiegez e-pad tri miz, o prezeg hag o lakaad da gredi var ar pez a zell ouz rouantelez Doue. (9) Mes, evel ma oa lod hag en em galede ho c’halon ha na gredent ket, hag a zrouk-komze euz a hent an Aotrou dirag ar bobl, o veza lezet anezhe, e tispartiaz an diskibien diouthe, hag e prezege bemdez e scol unan hanvet Tirannus. (10) Hogen an dra-ze a badaz e-pad daou vloaz, en hevelep doare ma teuaz ar re holl a oa o choum en Azi, ken Judevien ken Greked, da glevet ger an Aotrou Jesus. (11) Ha Doue a rea burzudou dreist ordinal dre zaouarn Paol ; (12) en hevelep doare ma lekeet var an dud klanv mouchouerou ha lienennou ho doa touchet ouz he gorf, hag e vijent pareet euz ho c’hlenvejou, hag an drouk-sperejou a iea er meaz anezhe.

(13) Neuze darn euz an exorcisted judeo, pere a rede ar vro, en em lekeaz, evit gwelet, da c’hervel hano an Aotrou Jesus var ar re a oa dalc’het gant drouk-sperejou, en eur lavaret : Ni a gonjur ac’hanoc’h dre Jesus, an hini a zo prezeget gant Paol. (14) Ar re a rea kement-se a oa seiz mab da Scevas, eur judeo hag unan euz ar re genta e-touez ar veleien. (15) Mes an drouk-spered a respontaz dezhe : Anaoud a ran Jesus, ha gouzoud a ran piou eo Paol ; mes c’houi piou oc’h-hu ? (16) Hag an den a oa possedet gant an drouk-spered en em daolaz varnezhe, hag o veza trec’het anezhe, ho gwall-dre-