Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/274

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
265
ACTOU AN EBESTEL, XVIII.

traou-ze. (16) Hag e kassaz anezhe er meaz euz an tribunal. (17) Neuze an holl C’hreked, o veza croget en Sosthenes, chef ar sinagog, a skoe ganthan dirag an tribunal, ha Gallion na rea van e-bed euz a gement-se.

(18) Koulskoude Paol, goude beza choumet c’hoas eur pennad mad en Corint, a gimiadaz euz ar breudeur, hag a ieaz dre vor d’ar Syri, assambles gant Priscilla hag Akilas ; araog mond, hen doa lakeat troc’ha he vleo en Senkre, rag eur voeu hen doa great. (19) Neuze ec’h erruaz en Ephesus, hag e lezaz eno he gen-veajourien, mes o veza antreet er sinagog, en em lekeaz da rezoni gant ar Judevien, (20) hag ar re-man a bedaz anezhan da choum pelloc’h ganthe ; mes ne fellaz ket dezhan choum. (21) Hag e kimiadaz outhe, en eur lavaret dezhe : Red mad eo d’in ober ar gouel a zeu en Jerusalem ; mes distrei a rin d’ho kwelet, mar plij gant Doue ; hag ez eaz kuit euz a Ephesus. (22) Hag o veza erruet dre lestr en Cezare, e savaz da Jerusalem ; ha goude beza saludet an Iliz, e tiskennaz da Antiokia. (23) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, ez eaz kuit, o vond euz an eil kear d’eben, dre vro ar Galatia hag ar Phrigia, en eur granvaad an holl diskibien.

(24) Hogen, erruoud a reaz en Ephesus eur Judeo, hanvet Apollos, ginidic euz a Alexandria, eun den a dalant ha disket braz er Scrituriou. (25) He-man a oa bet desket en hent an Aotrou, hag, o veza leun a fervor en he spered, e komze hag e kelenne gant aked divarben an traou a zell ouz an Aotrou, petra-benag na anaveze c’hoas nemed badiziant Ian. (26) Commans a reaz eta da gomz gant hardiegez er sinagog. Akilas ha Prisilla, o veza klevet anezhan, a zigemeraz anezhan, hag a zeskaz dezhan gwelloc’h hent Doue. (27) Hag o veza ma felle dezhan mond en Akaia, ar breudeur ho doa aliet anezhan da vond, a scrivaz d’an diskibien digemer mad anezhan. Pa oe erruet, e rentaz kalz a zervich, dre c’hras Doue, d’ar re ho doa credet. (28) Rag kendrec’hi a rea gant nerz ar Judevien dirag an holl, o tiskouez dre ar Scrituriou e oa Jesus ar C’hrist.


CHABISTR XIX.


E-PAD ma oa Apollos e Corint, Paol, goude beza