Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/273

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
246
ACTOU AN EBESTEL, XVIII.

sambles ganthan hag a gredaz ; e-touez pere e oa Denes, barner en Areopach, hag eur vaouez hanvet Damaris, ha re all c’hoas ganthe.


CHABISTR XVIII.


GOUDE-ZE Paol, o veza eat kuit euz a Athen, a zeuaz da Gorint. (2) Hag o veza kavet eno eur Judeo, hanvet Akilas, ginidic euz ar Pont, hag a oa nevez deuet euz an Itali gant Priscilla he vreg, abalamour m’hen doa Claud gourc’hemenet d’an holl Judevien sortial euz a Rom, Paol a ieaz d’ho c’havout. (3) Ha dre ma oa euz ar memeus micher, e choumaz en ho zi, hag eno e vije o labourat, hag ho micher a oa ober tantennou. (4) Hogen hen a brezege er sinagog, bep devez sabbat, hag e lake ar Judevien hag ar Greked da gredi. (5) Ha pa oe deuet Silas ha Timoteus euz a Vacedonia, Paol, poulzet gant ar Spered, a destenie d’ar Judevien penaos Jesus a oa ar C’hrist.

(6) Mes, evel ma stourment, ha ma wall-gomzent outhan, hen a hijaz he zillad, hag a lavaraz dezhe : Ra gwezo ho koad varnoc’h hoc’h-unan ; neat oun euz a gement-se ; divar-vreman, ez in etrezeg ar Jentiled.

(7) Hag o veza eat ac’hane, ez eaz en ti eun den hanvet Justus, den a zoujans Doue, hag a oa he di stag euz ar sinagog. (8) Ha Crispus, chef ar sinagog, a gredaz en Aotrou gant holl tud he di ; ha kalz a Gorintied, hag a zeue da zelaou, a gredaz, hag a oe badezet.

(9) Hag an Aotrou, dre eur vizion, en noz, a lavaraz da Baol : N’az pe ket a aoun ; mes komz, ha na dav ket ; (10) rag me a zo ganez, ha den ne lakai he zaouarn varnoud, evit ober droug d’id ; rag bez’ em euz eur bobl vraz er gear-man. (11) Ha choum a reaz eno eur bloaz ha c’houec’h miz, o kelen ger Doue en ho zouez.

(12) Hogen, e-pad ma oa Gallion proconsul euz a Akaia, ar Judevien en em zavaz a-unan a-enep Paol, hag e tigasjont anezhan d’an tribunal, en eur lavaret : (13) He-man a ali an dud da zervicha Doue en eun doare a zo a-eneb al lezen. (14) Hag evel ma oa Paol o vond da zigeri he c’henou, Gallion a lavaraz d’ar Judezien : Ma vije kistion euz a eun injustis pe eun torfet-benag, O Judevien, me a zelaouje ac’hanoc’h, hervez ar rezon ; (15) mes mar d’eo kistion euz a zisput var eun doctrin, var hanoiou, ha var ho lezen, kement-se a zell ouzoc’h hoc’h-unan, rag ne fell ket d’in beza barner euz an