Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/272

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
263
ACTOU AN EBESTEL, XVII.

d’an Areopach, en eur lavaret : Ha ni a helfe gouzoud petra eo an doctrin nevez-ze euz a behini e komzez ? (20) Rag da glevet a reomp o lavaret traou estranj ; karoud a rafemp eta gouzout petra a zinifi an traou-ze. (21) Hogen, an Athenianed holl hag an estranjourien a oa en ho zouez, na dremenent ho amzer nemed o lavaret hag o klevet eur c’helou nevez-benag.

(22) Neuze Paol a zavaz e-kreiz an Areopach, hag a lavaraz : Athenianed, gwelet a ran ez oc’h devot braz d’an doueou en pep tra. (23) Rag en eur dremen, hag o consideri an traou a adorit, em euz kavet eun aoter var behini eo scrivet : D’an Doue Dizanaf. An hini eta a adorit heb hen anaoud, hennes eo a brezegan deoc’h. (24) An Doue pehini hen deuz great ar bed ha kement a zo enhan, o veza ma’z eo Aotrou an env hag an douar, na choum ket en templou great gant daouarn an dud. (25) Ha n’eo ket servichet gant daouarn an dud, evel pa hen defe ezom euz a eun dra-benag, pa ’z eo hen a ro d’an holl ar vuez, an alan ha pep tra. (26) Hag hen eo hen deuz great euz a eur goad hep-ken kement raç-tud a zo, evit choum en holl vroiou euz an douar, o veza merket an amzeriou hag an harzou euz ho choumach ; (27) evit ma klaskint an Aotrou, da velet hag int a helfe he gavoud, en eur he glask dre daston, petra-benag n’ema ket pell euz pep hini ac’hanomp. (28) Rag enhan e vevomp, e finvomp hag hon euz ar vuez ; evel m’ho deuz lavaret darn euz ho parzidi : Rag ni ive a zo he lignez. (29) Pa ’z omp eta lignez Doue, ne dleomp ket credi e vez an divinite henvel ouz an aour, pe ouz an arc’hant, pe ouz eur mean taillet gant dorn hag hervez ijin an den. (30) Mes Doue, o veza lezet an amzeriou a ignorans-ze da dremen, a lavar breman d’an dud, ma teuint holl, en peb leac’h, d’en em gonvertissa ; (31) rag merket hen deuz eun dervez, en pehini e varno ar bed hervez ar justis, dre an Den hen deuz lakeat evit se ; ha rei hen deuz great eur breuven certen euz a gement-se d’an holl, en eur resussita anezhan a-douez ar re varo......

(32) Pa glevjont komz euz a resurrection ar re varo, lod a reaz goab, hag ar re all a lavaraz : Eur vech all e klevimp ac’hanoud var gement-se. (33) Evel-se Paol a ieaz kuit euz ho zouez. (34) Koulskoude e oe unan-benag hag en em lakeaz as-