Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/271

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
262
ACTOU AN EBESTEL, XVII.


(5) Mes ar Judevien pere na gredent ket, o veza leun a jalouzi, a gemeraz ganthe eun toullad paotred fall divar ar plasennou public ; ha goude beza savet ar bobl, e lekejont trubuil dre gear, hag o vond assambles da di Jason, e klaskent Paol ha Silas, evit digas anezhe er meaz d’ar bobl. (6) Mes evel n’ho c’havjont ket eno, e treinjont Jason hag hinienou euz ar breudeur dirag ar pennou-kear, en eur grial : An dud-man, pere ho deuz boulverset ar bed holl, a zo deuet aman ive. (7) Ha Jason hen deuz ho digemeret en he di ; holl e stourmont ouz ordrenansou Cezar, o lavaret ez euz eur roue all, hag a c’halvont Jesus. (8) Troubli a rejont eta ar bobl, hag ar pennou euz a gear, pere a gleve kement-se. (9) Ha goude beza recevet caution digant Jason ha digant ar re all, e lezjont anezhe da vond.

(10) Ha kerkent ar breudeur a reaz da Baol ha da Silas mond kuit, e-pad an noz, evit mond da Verea, hag, o veza erruet eno, ec’h antrejont e sinagog ar Judevien. (11) Ar re-man ho doe santimanchou kaeroc’h eged an dud euz a Dessalonika ; receo a rejont buhan ar Ger, ha bemdez e studient ar Scrituriou, evit gwelet ha gwir e oa kement a glevent. (12) Dre-ze meur a hini anezhe a gredaz, kerkoulz ha gragez a galite euz ar Greked, hag eun niver mad a oazed. (13) Mes, pa glevaz ar Judevien euz a Dessalonika e oa prezeget Ger Doue gant Paol en Berea, e teujont ive di, hag e lekejont trouz e-touez ar bobl. (14) Ha kerkent ar breudeur a gassaz kuit Paol, evit ober van da vond varzu ar mor ; mes Silas ha Timoteus a choumaz c’hoas eno, en Berea. (15) Hag ar re a iea assambles gant Paol, a gassaz anezhan beteg Athen, hag, o veza bet an urz da lavaret da Silas ha da Dimoteus dond buhan d’hen kavoud, ez ejont kuit.

(16) E-pad ma oa Paol ouz ho gortoz en Athen, e oa kounnaret he galon, o velet ar gear-ze leun a idolou. (17) Komz a rea eta er sinagog gant ar Judevien hag ar re a zerviche Doue, ha bemdez er marc’halleac’h ouz ar re a vije eno. (18) Hag unan-benag euz ar philosophed Epicureaned ha Stoikied a rezone outhan ; ha lod a lavare : Petra a fell d’an teodec-ze da lavaret ? Ha re all : Seblantoud a ra prezeg doueou estranjour. Rag annons a rea dezhe ar c’helou mad euz a Jesus hag euz ar resurrection. (19) Hag, o veza kemeret anezhan, hen kasjont