Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/270

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
261
ACTOU AN EBESTEL, XVII.

jeolier, o veza goulennet goulou, a redaz buhan, hag en eur grena en em daolaz da dreid Paol ha Silas. (30) Hag o veza ho zennet er meaz, e lavaraz : Aotrounez, petra a zo red d’in-me da ober evit beza salvet ? (31) Hag e leverjont dezhan : Cred en Aotrou Jesus-Christ, hag e vezi salvet, te ha da diegez. (32) Hag ec’h annonsjont dezhan ger an Aotrou, ha d’ar re holl a oa en he di. (33) Hag o veza ho c’hemeret ganthan d’an heur-ze euz an noz, e walc’haz dezhe ho gouliou ; ha rag-tal e oe badezet, hen hag he holl dud. (34) Ha goude m’hen doe ho digasset en he di, e lekeaz boued dirazhe ; hag hen devoe eur joa vraz da veza credet en Doue gant he holl diegez.

(35) Pa oe deuet an deiz, ar gouarnerien a gassaz hucherien da lavaret dezhan : Laosk an dud-se en ho liberte. (36) Kerkent, ar jeolier a zigassaz ar c’helou-ze da Baol hag a lavaraz dezhan : Ar gouarnerien ho deuz digasset tud, da lavaret leuskel ac’hanoc’h ; sortiit eta breman, hag it en peoc’h. (37) Mes Paol a lavaraz d’an hucherien : Goude beza hor scourjezet dirag an boll, hep barnedigez, ha ni Romaned, ho deuz hon lakeat er prizon ; ha breman e reont hon lakaad er meaz e-kuz ; nann ! nann ! mes deuint ho-unan d’hon lakaad er meaz. (38) An hucherien a gassaz ar c’homzou-ze d’ar gouarnerien, hag ar re-man a gemeraz aoun, pa glevjont e oant Romaned. (39) Hag e teujont da c’houlen excus diganthe, hag o veza ho c’hasset er meaz, e pedjont anezhe da vond kuit euz ho c’hear. (40) Ha goude beza sortiet euz ar prizon, ez ejont da di Lydi ; hag o veza gwelet ar breudeur, e consoljont anezhe, hag ez ejont kuit neuze.


CHABISTR XVII.


OVEZA tremenet dre Amphipolis ha dre Apollonia, Paol ha Silas a zeuaz da Dessalonika, e peleac’h e oa sinagog ar Judevien. (2) Ha Paol, hervez he c’hiz, a antreaz d’ho c’havoud, hag e-pad tri sabbat a gomzaz ganthe divarben ar Scrituriou, (3) o tiskouez hag o prouvi e oa red m’hen divije souffret ar C’hrist, ha ma vije resussitet a-douez ar re varo ; hag o lavaret : Ar C’hrist-se eo Jesus a annonsan deoc’h. (4) Ha darn anezhe a gredaz, hag en em unanaz gant Paol ha Silas, hag assambles ganthe eun niver braz a C’hreked a zoujans Doue, ha kalz a c’hragez a galite.