Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/268

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
259
ACTOU AN EBESTEL, XVI.

doare m’az eaz an eil digant egile, ha Bamabas a gemeraz Marc ganthan, hag ez eaz dre vor da enez Cyprus.

(10) Mes Paol, o veza choazet Silas, en em lekeaz en hent, goude beza bet recommanded da c’hras Doue gant ar breudeur ; (41) hag e tremenaz dre ar Syri hag ar Cilici, en eur grenvaad an Ilizou.


CHABISTR XVI.


PAOL en em gavaz en Derbe hag en Listra, hag eno e oa eun diskibl hanvet Timoteus, mab da eur vaouez euz ar Judevien hag a grede, mes he dad a oa grek. (2) Ar breudeur a Listra hag a Iconium a rente testeni vad anezhan. (3) Paol a fellaz dezhan ez aje ganthan ; hag o veza kemeret anezhan, hen circoncisaz, abalamour d’ar Judevien a oa er c’harteriou-ze ; rag gouzoud a rent holl e oa he dad eur grek. (4) Hag evel ma’z eent euz an eil kear d’eben, ec’h alient ar re fidel da viret an urzou a oa bet etablisset gant an ebestel hag ar re ancien euz a Jerusalem. (5) Evel-se an Ilizou a oa krenveed er feiz, hag an niver anezhe a greske bemdez.

(6) Goude m’ho doe treuzet ar Phrijia ha bro ar Galatia, e oe difennet outhe gant ar Spered-Santel prezeg ar Ger en Azi. (7) Hag o veza deuet e bro Mizia, en em breparjont da vond da vro Bitinia ; mes ar Spered na bermetaz ket dezhe. (8) Neuze o treuzi ar Mizia, e tiskenjont da Droas. (9) Ha Paol hen doe eur vizion e-pad an noz : eun den euz a Vacedonia a oa en he za, hag a bede anezhan, en eur lavaret : Tremen er Macedonia, ha deuz d’hon zicour. (10) Kerkent ha m’hen doa bet ar vizion-ze, en em brebarjomp da vond dioc’h-tu d’ar Macedonia, o sonjal dre eno e c’halve an Aotrou ac’hanomp da brezeg an Aviel er vro-ze.

(11) O veza eta partiet euz a Droas, ez ejomp var eün da Zamothracia, hag an deiz varlerc’h da Neapolis ; (12) hag ac’hane da Philippos, pehini eo ar gear genta euz ar c’hartier-ze euz a Vacedonia, hag a zo eur c’holoni ; hag e choumjomp eno eun neubeud deveziou. (13) Da zeiz ar sabbat ez ejomp er meaz euz a gear, tost da eur ster, el leac’h ma oat custum da ober ar beden ; hag o veza azezet, e komzemp ouz ar merc’hed a oa en em dastumet eno. (14) Hag eur vaouez a zoujans Doue, hanvet Lydi, gwerzerez pourpr, euz ar gear a Diatira, a zelaoue ; hag an