Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/267

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
258
ACTOU AN EBESTEL, XV.

an ebestel hag ar re ancien ha gant an Iliz holl, kas tud choazet euz ho zouez ho-unan da Antiokia, assambles gant Paol ha Barnabas, da lavaret eo, Jud, les-hanvet Barsabas, ha Silas, tud euz ar re genta e-touez ar breudeur ; (23) o kas ar scrid-man dreizhe :

An ebestel, ar re ancien hag ar breudeur, d’hor breudeur euz a-douez ar Jentiled, pere a zo en Antiokia, er Syri hag er Cilici, salud. (24) O veza ma hon euz klevet penaos darn, hag a oa eat euz hon zouez, ho deuz troublet ac’hanoc’h gant ho c’homzou, oc’h ober d’hoc’h eneou fazia, en eur lavaret ez eo red beza circonciset ha miret al lezen (ar pez n’hor boa ket gourc’hemenet dezhe) ; (25) ni hon euz kavet mad, holl assambles, choaz tud hag ho c’has deoc’h gant hor breudeur muia-karet Barnabas ha Paol, (26) tud pere ho deuz exposet ho buez evit hano hon Aotrou Jesus-Christ. (27) Kas a reomp eta deoc’h Jud ha Silas, pere a lavaro deoc’h a c’henou ar memeus traou. (28) Rag kavet eo bet mad gant ar Spered-Santel ha ganeomp-ni, ne vez lakeat varnoc’h beac’h e-bed nemed an traou a zo red ; (29) da lavaret eo, ma en em virot diouz traou offret d’an idolou, diouz ar goad, diouz an anevaled mouget, ha diouz an debauch ; mad a reot en em viret diouz an traou-ze. Iec’hed deoc’h.

(30) O veza eta bet kasset, e teujont da Antiokia ; ha pa ho doe assamblet ar bobl, e rojont al lizer. (31) Pa ho doe lennet anezhan, e oent er joa euz an ali vad-se. (32) Ha Jud ha Silas, pere a oa ho-unan profeded, a exhortaz hag a grenvaaz ar breudeur dre veur a brezegen. (33) Ha goude beza choumet eno eur pennad amzer, e oent laosket gant ar breudeur da vond en peoc’h etrezeg an ebestel. (34) Koulskoude, Silas a gavaz mad choum eno. (35) Mes Paol ha Barnabas ive a choumaz en Antiokia, o kelen hag o prezeg gant kalz a re all ar c’helou mad euz a c’her an Aotrou. (36) Eun neubeud deiziou goude-ze, Paol a lavaraz da Varnabas : Distroomp da visita hor breudeur dre an holl geariou en pere hon euz prezeget ger an Aotrou, evit gwelet penaos emaint. (37) Ha Barnabas a felle dezhan kemeret ganthe Ian, les-hanvet Marc. (38) Mes Paol na gave ket e oa deread kemer ganthe an hini a oa dispartiet diouthe en Pamphilia, ha n’hen doa ket ho heulliet en ho labour. (39) Sevel a reaz eta eun disput, en hevelep