Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/265

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
256
ACTOU AN EBESTEL, XV.

an env, sezoniou frouezus, hag o karga hor c’halonou a vadou hag a levenez. (18) Hag en eur lavaret an traou-ze, a-boan ec’h helljont harz ouz ar bobl da zacrifia dezhe.

(19) Neuze ec’h erruaz eno Judevien euz a Antiokia hag euz a Iconium. Ar re-man a c’hounezaz ar bobl, ha goude beza meinet Paol e sklejchont anezhan er meaz euz a gear, o cridi e oa maro. (20) Mes an diskibien, o veza en em zastumet en-dro dezhan, e savaz hag ez eaz en kear. Hag an deiz varlerc’h ez eaz kuit gant Barnabas da Zerbe.

(21) Ha goude beza prezeget an Aviel er gear-ze, ha beza great kalz a ziskibien, e tistrojont da Listra, da Iconium ha da Antiokia ; (22) o krenvaad eneou an diskibien, hag en eur exhorti anezhe da genderc’hel er feiz, hag o tiskouez dezhe ez eo dre galz a drubuliou ez eo red deomp antren en rouantelez Doue. (23) Ha goude beza pedet ha iunet, e lekejont re Ancien e peb Iliz, hag ho recommandjont d’an Aotrou, en pehini ho doa credet. (24) Ha goude, o veza treuzet ar Pisidia, e teujont er Pamphilia. (25) Ha goude beza prezeget er gear a Perj, e tiskenjont da Attalia. (26) Hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Antiokia, a beleac’h e oant bet recommandet da c’hras Doue, evit an oeuvr ho doa great.

(27) Ha pa oent erruet, ha pa ho doe assamblet an Iliz, e contjont kement hen doa Doue great dreizhe, ha penaos hen doa digoret d’ar Jentiled dor ar feiz. (28) Hag e choumjont eno pell-amzer gant an diskibien.


CHABISTR XV.


HOGEN, hinienou pere a oa deuet euz ar Jude, a gelenne ar breudeur, en eur lavaret : Ma na vezit circonciset hervez giz Moises, na hellit ket beza salvet. (2) Eur gontestation hag eun disput vraz o veza eta savet etre Paol ha Barnabas hag ar re-man, e oe decidet e pignje Paol ha Barnabas, hag hinienou all euz ho zouez, da Jerusalem, da gavout an ebestel hag ar re ancien divarben ar gestion-ze. (3) O veza kasset eta gant an Iliz, e treuzjont ar Phenicia hag ar Samaria, oc’h annons conversion ar Jentiled ; hag e rejont eur joa vraz d’an holl vreudeur. (4) Pa oent erruet en Jerusalem, e oent digemeret gant an Iliz, ha gant an ebestel hag ar re ancien, hag e contjont an holl draou hen doa Done great dreizhe. (5) Mes hinienou euz a