Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/263

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
254
ACTOU AN EBESTEL, XIV.

deur, penaos hennes eo an hini dre behini eo annonset deoc’h ar pardon euz ar pec’hejou ; (39) ha penaos eo dreizhan eo justifiet ar re holl a gred, euz an holl draou a bere n’hoc’h euz ket gallet beza justifiet dre lezen Moises. (40) Diwallit eta ne c’hoarvezfe ganeoc’h ar pez a zo bet lavaret gant ar brofeted : (41) Gwelit, c’houi pere a zisprij ac’hanoun, ha bezit souezet, deuit da veza droug-livet gant ar spount ; rag mond a ran da ober eun oeuvr en hoc’h amzer, eun oeuvr ha na gredfec’h ket ma vefe contet deoc’h.

(42) Pa oant o vond er meaz euz a sinagog ar Judevien, ar Jentiled ho fedaz da brezeg ar memeus traou dezhe, er sabbat varlerc’h. (43) Ha pa oe fin d’an assamble, meur a hini euz ar Judevien hag euz ar brozelited a zouje Doue, a ieaz varlerc’h Paol ha Barnabas, hag ar re-man, en eur gomz ganthe, a exhortaz anezhe da genderc’hel en gras Doue.

(44) Ar sabbat varlerc’ h, ar gear kazi holl en em zastumaz evit selaou ger Doue. (45) Mes pa velaz ar Judevien ar bobl vraz-ze, e oent leun a jalouzi, hag ec’h enebent ouz komzou Paol, o tislavaret anezhan hag o kwall-gomz outhan. (46) Neuze Paol ha Barnabas a lavaraz dezhe gant hardiegez : Deoc’h-hu e oa red rei da anaoud da genta ger Doue ; mes pa’z eo gwir e troit kein outhan, hag en em varnit hoc’h-unan da veza indign euz ar vuez eternel, setu e troomp ouz ar Jentiled. (47) Rag kement-se a zo bet gourc’hemenet deomp gant an Aotrou, pa hen deuz lavaret : Da lakeat em euz da sclerijen d’ar Jentiled, evit ma vezi ho zilvidigez beteg ar pennou pella euz an douar.

(48) O klevet kement-se, ar Jentiled en em rejouisse, hag e c’hlorifient Ger an Aotrou, ha kement hini a oa destinet d’ar vuez eternel, a gredaz. (49) Ha ger an Aotrou a rede dre ar vro holl. (50) Mes ar Judevien a lakeaz drouk en eun toullad merc’hed devot, tud a galite, hag er re genta euz a gear, hag e savjont eur bersecution a-enep Paol ha Barnabas, hag e kasjont anezhe er meaz euz ho bro. (51) Mes Paol ha Barnabas, o veza hijet ar boultren euz ho zreid en ho enep, a ieaz da Iconium. (52) Hag an diskibien a oa karget a joa, ha leun euz ar Spered-Santel.


CHABISTR XIV.


C’HOARVEZOUD a reaz en Iconium, ma c’hantreaz Paol ha Barnabas as-