Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/262

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
253
ACTOU AN EBESTEL, XIII.

mab Kis, euz a dribu Benjamin, e-pad daou-ugent vloaz. (22) Ha goude beza taolet he-man kuit, Doue a zavaz David da roue dezhe, da bebini e rentaz testeni, en eur lavaret : Kavet em euz David, mab Jesse, eun den hervez va c’halon, hag a rai va boll bolontez. (23) Euz a lignez David eo hen deuz Doue, hervez he bromessa, savet da Israel eur Zalver, pehini eo Jesus. (24) Araog he zonedigez, Ian ben doa prezeget badiziant ar gonversion d’an boll bobl a Israel. (25) Ha pa oa Ian oc’h achui he redaden, e lavare : Piou a sonj deoc’h ez oun-me ? N’e ket me eo ar C’hrist ; mes va goude, e teu an hini n’oun ket dign da zilassa dezhan he voutou.

(26) Tud breudeur, bugale euz a lignez Abraham, ha c’houi pere hoc’b euz doujans Doue, deoc’h-hu eo prezeget ar ger-man a zilvidigez. (27) Rag tud Jerusalem hag ho renerien, dre m’ho deuz dianavezet anezhan, ho deuz accomplisset, en eur gondaoni anezhan, komzou ar brofeted, a vez lennet bep devez sabbat. (28) Ha petra-benag n’ho doa sujet e-bed d’hen lakaad d’ar maro, e pedjont Pilat d’hen lakaad da vervel. (29) Neuze, goude m’ho doe accomplisset kement a zo bet scrivet divar he ben, e lamjont anezhan euz ar groaz, hag hen lekejont en eur bez. (30) Mes Doue hen deuz savet anezhan a-douez ar re varo ; (31) hag ez eo bet gwelet, e-pad meur a zevez, gant ar re a oa pignet ganthan euz a C’halile da Jerusalem, hag ar re-man a zo he destou dirag ar bobl. (32) Ha ni ive, ec’h annonsomp deoc’b ar c’helou mad, penaos ar bromessa a oa bet great d’hon tadou, (33) a zo bet peur-c’hreat gant Doue evidomp-ni, ho bugale, pa hen deuz digasset Jesus ; evel ma eo scrivet en eil Salm : Te eo va Mab, hirio em euz da engehentet. (34) Mes evit diskouez penaos hen deuz resussitet anezhan a-douez ar re varo, evit na zistroio mui d’ar vreinadurez, hen deuz komzet evelhen : Derc’hel a rin mad en ho kever ar promesseou sacr great da Zavid. (35) Rag-se e lavar ive en eur Salm all : Na bermeti ket e teufe da Zant da velet ar vreinadurez. (36) Hogen David, goude beza servichet en he amzer da volontez Doue, a zo maro, hag a zo bet lakeat gant he dadou, hag hen deuz gwelet ar vreinadurez ; (37) mes an hini a zo bet resussitet gant Doue, n’hen deuz ket gwelet ar vreinadurez.

(38) Gouezit eta ervad, tud breu-