Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/261

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
252
ACTOU AN EBESTEL, XIII.

zicour. (6) Ha goude m’ho doe treuzet an enezen bete Paphos, e kavjont eur Judeo, sorcer ha fals-profet, hanvet Barjesus, (7) hag a oa gant ar proconsul Sergius Paulus, eun den a skiant. He-man, o veza galvet Barnabas ha Saul, a c’hoantaaz klevet ger Doue. (8) Mes Elymas, ar sorcer, rag setu ar pez a zinifi he hano, a stourme outhe, o klask distrei ar proconsul diouz ar feiz.

(9) Mes Saul, pehini a zo ive hanvet Paol, leun euz ar Spered-Santel, a zellaz stard outhan, hag a lavaraz : (10) O den leun a bep tromplerez hag a bep fallentez, mab an diaoul, enebour da bep justis, ha na baouezi-te ket da bervertissa henchou eün an Aotrou ? (11) Ha setu, a-vreman ema dorn an Aotrou varnoud, hag e vezi dall, ha na veli ket an heol, evit eun amzer. Ha rag-tal, e kwezaz varnezhan eur vrumen hag eun devalijen ; hag o trei a bep tu, e klaske eur re-benag da ren anezhan gant an dorn. (12) Neuze ar proconsul, o velet ar pez a oa c’hoarvezet, a gredaz, o veza leun a admiration evit kelennadurez an Aotrou.

(13) Ha Paol hag ar re a oa ganthan, o veza ambarket e Paphos, a zeuaz da Berj e bro Pamphylia. Mes Ian, o veza kuiteet anezhe, a zistroaz da Jerusalem.

(14) Ha goude beza partiet euz a Berj, e teujont da Antiokia, e bro Pisidia ; hag o veza antreet er sinagog, deiz ar sabbat, ec’h azezjont. (15) Ha goude beza klevet lenn al lezen hag ar brofeted, ar chefou euz ar sinagog a gassaz tud da lavaret dezhe : Tud breudeur, mar hoc’h euz eur gomz-benag a exhortation da lavaret d’ar bobl, livirit-hi.

(16) Neuze Paol a zavaz, hag o veza great sin gant he zorn da devel, e lavaraz : Tud a Israel, ha c’houi pere hoc’h euz doujans Doue, selaouit. (17) Doue ar bobl-man a Israel hen deuz choazet hon tadou hag hen deuz savet ar bobl-man, pa oa o choum en douar an Ejypt, hag hen deuz ho zennet ac’hane gant an nerz euz he vreac’h. (18) Hag e-pad var-dro daou-ugent vloaz amzer, e kemeraz patianted ganthe hag ho magaz ebarz an dezert. (19) Ha goude beza distrujet seiz nation en douar Canaan, e lodennaz douar ar re-man etrezhe dre ar sort. (20) Ha goude-ze, e-pad pevar c’hant hanter-kant vloaz, pe var-dro, e roaz dezhe barnerein, bete Samuel ar profet. (21) Neuze e c’houlenjont eur roue, ha Doue a roaz dezhe Saül,