Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/260

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
251
ACTOU AN EBESTEL, XIII.

transportet gant ar joa. (17) Mes hen, oc’h ober sin dezhe gant he zorn da devel, a gontaz dezhe penaos hen doa an Aotrou hen digasset er meaz euz ar prizon ; hag e lavaraz : Roit da anaoud kement-man da Jakes ha d’hon breudeur ; goude-ze e sortiaz, hag ez eaz da eul leac’h all.

(18) Pa oe deuet an deiz, e savaz eun drubuil vraz e-touez ar zoudarded, evit gouzout petra e oa deuet Per da veza. (19) Hag Herodes, goude beza lakeat tud d’hen klask hep gallout hen kavoud, a reaz proces d’ar gwarded, hag e c’hourc’hemenaz ho c’has d’ar maro. Neuze hen a ziskennaz euz a Jude da Cezare, hag a choumaz eno.

(20) Hogen, Herodes a oa drouk enhan a-enep tud Tyr ha Sidon. Mes ar re-man a zeuaz a-unan d’he gavoud, hag o veza gounezet Blastus, ministr euz a di ar roue, e c’houlenjont ar peoc’h, abalamour ma tenne ho bro he magadurez euz a hini ar roue. (21) D’an devez merket, Herodes, gwisket gant he zillad a roue, a azezaz var he dron, hag a reaz eun discours dezhe. (22) Hag ar bobl a griaz : Mouez eun doue eo, n’e ket mouez eun den ! (23) Mes kerkent eun eal a-berz an Aotrou a skoaz anezhan, abalamour n’hen doa ket roet gloar da Zoue ; hag e varvaz debret gant ar prenved.

(24) Hogen ger Doue a greske hag en em skullie mui-oc’h-mui. (25) Ha Barnabas ha Saul, goude beza peur-achuet ho c’harg, a zistroaz euz a Jerusalem, o veza kemeret ive ganthe Ian, les-hanvet Marc.


CHABISTR XIII.


EN Iliz Antiokia e oa eun neubeud profeted ha doctored, Barnabas, Simeon a c’halver Niger, Lucius ar Cyrenead, Manahem, pehini a oa bet savet assambles gant Herodes, ha Saul. (2) E-pad ma oant oc’h ober servich an Aotrou, ha ma iunent, ar Spered-Santel a lavaraz dezhe : Dibabit d’in Barnabas ha Saul, evit an oeuvr da behini em euz ho galvet. (3) Neuze, goude beza iunet ha pedet, ec’h astenjont ho daouarn varnezhe, hag ho lakjont da vond en hent.

(4) Int eta, o veza kasset gant ar Spered-Santel, a ziskennaz da Seleucia, hag ac’hane ec’h ambarkjont evit mond da Cyprus. (5) Ha pa oent erruet en Salamina, e prezegjont ger Doue e sinagogou ar Judevien, ha Ian a oa ïve ganthe ouz ho