Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/26

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
17
SANT VAZE, X.

ar bobl a oe souezet, hag e lavarent : Biskoas n’eo bet gwelet kemend all en Israel. (34) Mes ar Farizianed a lavare : Dre brins an drouk-sperejou eo e kas kuit an drouk-sperejou.

(35) Ha Jesus a iea tro-var-dro dre an holl geariou hag ar villajennou, o kelen en ho zinagogou, hag o prezeg aviel rouantelez Doue, hag o iac’haad an holl glenvejou hag an holl infirmiteou e-touez ar bobl. (36) Hag o velet an holl bobl-ze, hen doe truez outhe, abalamour ma oant skuiz ha dianket, evel denved hep pastor. (37) Neuze e lavaraz d’he ziskibien : An eost a zo braz, mes al labourerien a zo neubeud anezhe. (38) Pedit eta Aotrou an eost da gas labourerien en he eost.


CHABISTR X.


JESUS, o veza galvet d’he gavoud he zaouzec diskibl, a roaz dezhe galloud var ar sperejou impur, d’ho c’has kuit, ha da iac’haad an holl infirmiteou.

(2) Hogen, setu aman hanoiou an daouzec abostol : Ar c’henta, Simon, a c’halver Per, hag Andre he vreur ; Jakes, mab Zebede, ha Ian he vreur ; (3) Philip, ha Bartelemi ; Tomas, ha Maze ar publican ; Jakes, mab Alfe, ha Lebbe, les-hanvet Tadde ; (4) Simon ar C’hananead, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz Jesus.

(5) Jesus a gassaz an daouzec-ze, goude beza kemennet dezhe, en eur lavaret : Na’z it ket etrezeg ar Jentiled, ha na antreit ket en hini euz a geariou ar Samaritaned ; (6) mes it kentoc’h etrezeg an denved kollet a di Israel. (7) Hag en eur vond, prezegit, ha livirit : Rouantelez an envou a zo tost. (8) Iac’hait ar re glanv, netait ar re lor, resussitit ar re varo, kassit kuit an drouk-sperejou. Recevet hoc’h euz evit netra, roit evit netra. (9) Na gemerit nag aour, nag arc’hant, na moneiz en ho kouriz ; (10) na zac’h evit ho peach, na diou zae, na boutou, na baz ; rag al labourer a zo dign euz he voued.

(11) Hag e pe kear pe villajen-benag ma’z eot, goulennit piou a zo dign enhi ; ha choumit eno bete ma’z eot kuit. (12) Ha pa antreot en eun ti-benag, saludit-hen. (13) Ha mar d’eo dign an ti a gement-se, ra zeui ho peoc’h varnezhan ; mes mar n’ed eo ket dign, ra zistroio ho peoc’h deoc’h. (14) Ha piou-benag ha n’ho recevo ket, ha na zelaouo ket ho komzou, pa’z eot kuit euz an ti-ze, pe