Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/259

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
250
ACTOU AN EBESTEL, XII.

ar c’hleze Jakes, breur da Ian ; (3) hag o velet e plije kement-se d’ar Judevien, e lekeaz ive arreti Per. Kement-se a zigouezaz e-pad deiziou ar bara hep goell. (4) O veza eta lakeat cregi enhan, e lekeaz anezhan er prizon, hag e roaz anezhan da ziwall da beder banden a bevar zoudard pep hini, gant ar menoz d’he gas da laza dirag ar bobl, goude ar Pask. (5) Per a oa eta diwallet er prizon ; mes an Iliz a rea hep ehan pedennou da Zoue evithan.

(6) Hag en noz araog an deiz ma tlie Herodes hen kas d’ar maro, Per a oa kousket etre daou zoudard, staget gant diou chaden ; hag ar gwarded e-tal an nor er meaz a ziwalle ar prizon. (7) Ha setu ma teuaz souden eun eal a-berz an Aotrou ; eur sclerijen a lugernaz er prizon, hag an eal o skei Per var he gostez, a zifunaz anezhan, hag a lavaraz dezhan : Sav buhan. Hag ar chadennou a gwezaz euz he zaouarn. (8) Hag an eal a lavaraz dezhan : Laka da c’houriz en-dro d’id, ha da zandalou en da dreid ; ha Per her greaz. Neuze an eal a lavaraz dezhan : Taol da vantel en-dro d’id ha deuz var va lerc’h. (9) Ha Per, o veza deuet er meaz, a heullie anezhan, heb gouzoud ha gwir e oa ar pez a rea an eal, mes sonjal a rea e vele eur vizion. (10) Ha pa ho doe tremenet ar c’henta hag an eil gward, e teujont d’an nor houarn, a ia etrezeg kear, hag an nor a zigoraz anezhi he-unan dirazhe. Hag o veza eat er meaz, ez ejont a hed eur ru ; ha kerkent an eal en em dennaz diouthan.

(11) Per, o veza deuet enhan he-unan, a lavaraz : Breman ec’h ouzon a-dra-zur hen deuz an Aotrou digasset he eal, hag hen deuz va delivret euz a zorn Herodes, hag euz a gement a oa ar bobl euz ar Judevien en zell da velet. (12) Ha goude beza sonjet mad, ez eaz da di Vari, mam Ian, les-hanvet Marc, en pe leac’h e oa kalz a dud assamblet hag o pedi. (13) Pa hen doe Per skoet var dor ar porz, e teuaz eur plac’h, hanvet Rhode (Rose), da zelaou. (14) Hag o veza anavezet mouez Per, gant ar joa, na zigoraz ket an nor ; mes redec a reaz da lavaret e oa Per e-tal an nor. (15) Hag e leverjont dezhi : Diskiantet oud. Mes hi a assure stard e oa gwir kement-se ; hag e leverjont : He eal eo. (16) Koulskoude, Per a gendalc’he da skei, ha pa ho doe digoret, e veljont anezhan, hag e oent