Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/25

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
16
SANT VAZE, IX.

vezo lammet ar pried diganthe, ha neuze e iunint. (16) Den na laka eun tam mezer nevez ouz eur zae goz ; rag dond a rafe an tam nevez da zispen ar zae, hag ar rogaden a vefe gwassoc’h. (17) Na leker ket ken neubeut gwin nevez ebarz barikennou koz ; anez ar barikennou a freuz, ar gwin a red, hag ar barikennou a vez kollet ; mes lakaad a rer ar gwin nevez en barikennou nevez, hag e virer an eil hag egile.

(18) Pa oa o lavaret kement-se dezhe, eur chef a zinagog a dostaaz, hag en em brosternaz dirazhan, en eur lavaret : Va merc’h a zo o paouez mervel ; mes deuz, astenn da zaouarn varnezhi, hag e vevo. (19) Ha Jesus, o veza savet, a ieaz var he learc’h gant he ziskibien.

(20) Hag eur vreg, hag a oa klanv gant a dioada abaoe daouzec vloaz, a dostaaz outhan a-ziadre, hag a douchaz ouz ar bord euz he zae ; (21) rag lavaret a rea enhi he-unan : Mar touchan hepken ouz he zae e vezin iac’heet. (22) Mes Jesus, o veza troet hag o sellet outhi, a lavaraz : Va merc’h, kemer courach, da feiz hen deuz da iac’heet ; hag ar vreg-se a oe iac’heet adaleg an heur-ze.

(23) Pa oe deuet Jesus e ti ar chef a zinagog, ha pa velaz ar fleüterien hag an dud a rea eun drouz vraz, e lavaraz dezhe : (24) It ac’hann ; rag ar plac’h-iaouank-man n’eo ket maro, mes kousket eo. (25) Hag int a rea goab anezhan. Ha goude ma oa bet kasset an dud-se er meaz, hen a antreaz, hag o veza croget en dorn ar plac’h-iaouank-se, hi a zavaz. (26) Hag ar vrud euz a gement-se a ieaz dre an holl vro-ze.

(27) Pa oa Jesus a vond ac’hane, daou zen dall a heuliaz anezhan, en eur grial, hag en eur lavaret : (28) Mab David ! kemer truez ouzomp. Ha pa oe deuet en ti, an dud dall-ze a dostaaz outhan, ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha c’houi a gred ec’h hellan-me ober kement-se ? Int a lavaraz dezhan : Ia, Aotrou ! (29) Neuze hen a douchaz ho daou-lagad, en eur lavaret : Ra vezo great deoc’h hervez ho feiz. (30) Hag ho daou-lagad a oe digoret ; ha Jesus a zifennaz stard outhe, o lavaret : Diwallit na ouefe den an dra-ze. (31) Mes, o veza eat er meaz, ar re-man a skuliaz ar vrud anezhan dre an holl vro-ze.

(32) Hag evel ma oant o vond er meaz, e oe digasset dezhan eun den mud, dalc’het gant eun drouk-spered. (33) Ha pa oe kasset kuit an drouk-spered, an den mud a gomzaz. Hag