Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/244

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
235
ACTOU AN EBESTEL, VI.

ha kasset da netra. (37) Goude hennes, en amzer ma oat o sevel an niver euz ar bobl, e savaz Judas, ar C’halilead, pehini a dennaz kalz a bobl var he lerc’h ; mes he-man ive a oe lazet, hag ar re holl ho doa credet anezhan a oe dispartiet. (38) Breman eta e lavaran deoc’h : Ne glaskit ken affer ouz an dud-se, mes laoskit anezhe da vale ; rag mar d’eo euz an dud e teu ar pez a glaskont, pe ar pez a reont, kasset e vezo da netra ; (39) mes mar deu kement-se euz a Zoue, na hellit ket hen diskar ; ha diwallit ne vez kavet e vec’h bet oc’h ober brezel da Zoue.

(40) Hag e oent euz he ali, ha goude beza galvet an ebestel, ha beza lakeat ho skourjeza, e tifenjont outhe komz en hano Jesus ; hag e loaskjont anezhe. (41) Ar re-man eta a ieaz kuit a-zirag ar Sanhedrin, leun a joa abalamour ma oant bet kavet dign da zoufr dismegans evit an hano a Jesus. (42) Ha na ehanent ket bemdez da gelen ha da brezeg Jesus-Christ, ebarz an templ hag euz an eil ti d’egile.


CHABISTR VI.


EN amzer-ze, evel ma creske an niver euz an diskibien, e savaz trouz e-touez ar Greked a-enep an Hebreed, abalamour ma tremenet heb rei gant aked ho lod d’ho intanvezed er pe a vije distribuet bemdez. (2) Rag-se an daouzec abostol a c’halvaz assambles ar foul euz an diskibien, hag a lavaraz dezhe : N’e ket deread deomp leuskel a-gostez ger Doue, evit servicha ouz an taoliou. (3) Choazit eta, breudeur, seiz den en ho touez, tud a vrud-vad, leun euz ar Spered-Santel hag a furnez, evit ma lakaimp anezhe er garg-se. (4) Evidomp-ni a gendalc’ho d’en em rei d’ar beden ha da zervich ar ger.

(5) Ar c’homzou-ze a blijaz d’an holl assamble ; hag e choazjont Stefan, den leun a feiz hag euz ar Spered-Santel, ha Philip, ha Procor, ha Nicanor, ha Timon, ha Parmenas ha Nicolas, eur prozelit euz a Antiokia ; (6) hag ho frezantjont d’an ebestel, pere, goude beza pedet, a astennaz varnezhe ho daouarn.

(7) Ha ger Doue a rede, hag an niver euz an diskibien a greske kalz en Jerusalem. Hag eun niver braz euz ar veleien a zente ouz ar feiz.

(8) Hogen, Stefan, leun a feiz. hag a nerz, a rea burzudou ha miraclou braz e-touez ar bobl. (9) Mes darn euz ar sina-