Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/24

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
15
SANT VAZE, IX.

c’hoarvezet gant ar re a oa dalc’het gant an drouk-sperejou. (34) Ar gear holl a zeuaz rag-tal etrezeg Jesus ; ha kerkent ha ma veljont anezhan, her pedjont d’en em denn kuit euz ho bro.


CHABISTR IX.


JESUS, o veza eat er vag, a dreuzaz ar mor, hag a zeuaz en he gear he-unan.

(2) Hag e tigassjont dezhan eur paralitic gourvezet var eur gwele ; ha Jesus, o velet feiz an dud-se, a lavaraz d’ar paralitic : Va mab, kemer courach, da bec’hejou a zo pardonet d’id. (3) O klevet kement-man, darn euz ar Scribed a lavare enhe ho-unan : An den-man a vlasphem. (4) Mes Jesus, oc’h anaoud ho zonjezonou, a lavaraz : Perag e sonjit-hu fall en ho calonou ? (5) Rag pehini eo an ezeta, lavaret : Da bec’hejou a zo pardonet d’id ; pe lavaret : Sav, ha bale ? (6) Mes, evit ma ouezot hen deuz Mab an den ar galloud var an douar da bardoni ar pec’hejou : Sav, emezhan neuze d’ar paralitic, doug da vele, ha kea d’az ti. (7) Hag hen, o veza savet, a ieaz d’he di. (8) Ar bobl, o velet kement-se a oe souezet, hag e veuljont Doue, pehini hen doa roet eun hevelep galloud d’an dud.

(9) Hag evel ma’z ea Jesus ac’hane, e velaz eun den hanvet Maze, azezet en bureo ar c’hargou, hag e lavaraz dezhan : Heul ac’hanoun. (10) Hag e savaz, hag ec’h heuliaz anezhan. Hag evel ma oa Jesus azezet ouz taol en ti Maze, kalz a bublicaned hag a dud a vuez fall a zeuaz, hag en em lakeaz ouz taol gant Jesus ha gant he ziskibien. (11) Pa velaz ar Farizianed kementse, e leverjont d’he ziskibten : Perag e tebr ho mestr gant ar bublicaned hag an dud a vuez fall ? (12) Jesus, o veza klevet kement-se, a lavaraz dezhe : N’eo ket ar re iac’h ho deuz ezom a vedeusin, mes ar re glanv. (13) Mes it, ha deskit petra a zinifi ar gomz-man : Mizercord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis ; rag n’oun ket deuet evit gervel ar re just d’ar gonversion, mes ar bec’herien.

(14) Neuze diskibien Ian a zeuaz da gavout Jesus, en eur lavaret : Perag e iunomp alies, ni hag ar Farizianed, ha da ziskibien ne iunont ket ? (15) Ha Jesus a lavaraz dezhe : Ha gallout a ra mignoned ar pried en em glac’hari e-pad ma eman ar pried ganthe ? Mes dond a rai an amzer ma