Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/222

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
213
SANT IAN, XVII.


(31) Jesus a respontaz dezhe : Ha credi a rit-hu breman ? (32) Setu, dond a ra an heur, ha deuet eo dija, ma viot dispartiet pep hini d’he gostez, ha ma lezot ac’hanoun va-unan ; mes n’emoun ket va-unan, rag an Tad a zo ganen. (33) An traou-man em euz lavaret deoc’h, evit ma ho pezo ar peoc’h enoun ; afflictionou ho pezo er bed ; mes kemerit courach, me em euz trec’het ar bed.


CHABISTR XVII.


JESUS a lavaraz an traou-ze ; ha neuze, o sevel he zaou-lagad var-zu an env, e lavaraz : Va Zad, deuet eo an heur, glorifi da Vab, evit ma c’hlorifio da Vab ac’hanoud ; (2) hervez ma ec’h euz roet dezhan galloud var bep kig, evit ma roio ar vuez eternel da gement hini ec’h euz roet dezhan. (3) Hogen, ar vuez eternel eo, ma c’hanavezint ac’hanoud, te pehini eo ar gwir Doue, ha Jesus-Christ pehini ec’h euz digasset. (4) Me em euz da c’hlorifiet var an douar ; peur-c’hreat eo ganen an oeuvr ez poa roet d’in da ober. (5) Ha breman, Va Zad, glorifi ac’hanoun, ganez da-unan, euz ar gloar em boa ganez, araog commansamant ar bed.

(6) Discleriet em euz da hano d’an dud euz ar bed ec’h euz roet d’in ; d’id e oant, hag ec’h euz ho roet d’in, hag ho deuz miret da c’her. (7) Breman ho deuz anavezet eo diganez e teu kement tra ec’h euz roet d’in. (8) Rag roet em euz dezhe ar c’homzou ec’h euz roet d’in, hag int ho deuz recevet anezhe, hag ho deuz anavezet e gwirionez ez oun deuet ac’hanoud, hag ho deuz credet ez eo te ec’h euz va digasset. (9) Pedi a ran evithe ; na bedan ket evit ar bed, mes evit ar re ec’h euz roet d’in, rag d’id ez int. (10) Ha kement a zo d’in a zo d’id, hag ar pez a zo d’id a zo d’in-me, hag ez oun glorifiet enhe. (11) Ha me n’ed oun mui er bed, mes ar re-man a zo er bed, ha me a ia d’az kavout. Tad santel, mir en da hano ar re ec’h euz roet d’in, evit ma vezint unan, evel-domp-ni. (12) E-pad ma oann ganthe er bed, e tiwallen anezhe en da hano. Miret em euz ar re ec’h euz roet d’in, ha n’euz bet kollet hini anezhe, nemed mab ar gollidigez, evit ma vije accomplisset ar Scritur. (13) Ha breman ez an d’az kavout, hag e lavaran an traou-man er bed, evit m’ho devezo va